Heliom : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: it:Elio (elemento)
+ Taolenn
Linenn 1:
{| border="1" cellpadding="2" cellspacing="0" align="right" style="margin-left:1em;"
| colspan="6" cellspacing="0" cellpadding="2"|
{| border="0" align="center"

| align="center" colspan="2" | [[Hidrogen]] - '''Heliom''' - [[Litiom]]

| rowspan="3" |
'''He'''
[[Neon|Ne]]

| align="center" | [[Restr:He-TableImage.png|249px|Taolenn beriodek, Heliom]]

[[Taolenn beriodek]]

[[Skeudenn:HeTube.jpg|right|thumb|250px|Un ''neon'' hag a ya en-dro gant heliom]]

An '''heliom''' zo un [[elfenn gimiek]] monoatomek, disliv, dic'hwezh, divlaz, hogozik diemlusk, n'eo ket pistrius ha zo ''He'' hec'h [[Roll an elfennoù hervez o arouezioù|arouez]] ha 2 he [[niver atomek]].
Emañ e deroù heuliad ar [[gaz#gaz nobl|gazoù nobl]] en [[Taolenn beriodek an elfennoù|Taolenn beriodek]].

E boentoù [[Poent birviñ|birviñ]] ha [[Poent teuziñ|teuziñ]] eo ar re izelañ e-touez an elfennoù ha n'eus anezhañ nemet dindan stumm [[gaz]], nemet e kondisionoù divoaz ha rust-kenañ e vefe. Ar c'hondisionoù-se zo ret ivez evit krouiñ an nebeud [[liezelfenn]]où heliom hag a zo holl distabil pa vez reizh ar [[gwrezverk]] hag ar [[gwask (aergelc'h)|gwask]]. Daou [[izotop]] stabil en deus an heliom. Ar stankañ eo an heliom 4 hag ar rouesañ eo an heliom 3.

Linenn 17 ⟶ 27:

Dizoloet eo bet an heliom (eus ar [[gresianeg]] ἥλιος, ''hélios'' : [[heol]]) evit ar wezh kentañ gant [[Jules Janssen]], ur [[steredoniezh|steredoniour]] [[Bro-C'hall|gall]], e kurunenn an [[Heol]] e-pad [[falaennfallaenn heol|falaenn]] an [[18 a viz Eost]] [[1868]] ha, nebeut goude, gant ar steredoniour saoz sir [[Joseph Norman Lockyer]], dindan stumm ur roudenn velenn dianav er spektr. Kinniget e oa an anv « heliom », nebeud amzer goude, gant hemañ ha gant ar [[kimiour|c'himiour]] sir [[Edward Frankland]], diwar skouer anv arouez an Heol er [[mitologiezh|vitologiezh]] c'hresian : [[Helios]]<ref>Andrev Brahic, ''Planètes et satellites'', pajenn 17.</ref>. Dizoloet e oa e vezañs war an Douar e [[1895]] gant [[Lord Rayleigh]] ha sir [[William Ramsay]], kimiour. Abaoe ez eus bet kavet pikoloù pourvezioù heliom e gweleadoù gaz naturel ar [[Stadoù-Unanet]], zo deuet da vezañ e-giz-se ar pourchaser brasañ eus ar gaz-se er bed. E 1960 e tivizjont sevel ur c'huzhiad en deus tizhet ur milliard metr diñs, e 1995. Da lâret eo war-dro {{formatnum:180000}} tonnenn gaz.
An ’''Helium Privatization Act'' e 1996 a roas an aotre da voulc'hañ ar pourvezioù-se adalek 2005.