Diforc'hioù etre adstummoù "Nicolas Demorand"

23 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
(+restr)
 
==E vuhez==
Mab d'un diplomat eo, ha bevet en deus e [[Kanada]], er [[Stadoù Unanet Amerika|Stadoù Unanet]], e [[Japan]], e [[Belgia]] e [[Maroko]]. Skoliad eo bet en [[École normale supérieure lettres et sciences humaines|École normale supérieure de Fontenay-Saint-Cloud]], hag un aotreegezh prederouriezh en deus tapet, [[Skolveuriadur (konkour)|skolveuriad]] war al lizhiri modern eo ha kelenner eo bet en ul lise micherel hag e klasoù prepa evit ar skolioù uhel, met ivez kroniker war ar gastronomiezh ha kazetenner dizalc'h evit an ''[[Les Inrockuptibles|Inrockuptibles]]''.
 
Dont a ra e [[France Culture]] e [[1997]], kenlabourer ''Staccato'' gant [[Antoine Spire]] hag eus ''La Suite dans les idées'' gant [[Sylvain Bourmeau]] eo bet a-raok produiñ ''Cas d'école'' hag adalek miz Gwengolo [[2002]] en deus kinniget lodenn mintinvezh ar chadenn, ''[[Les Matins de France Culture]]''. Eus miz Gwengolo 2006 da {{deiziad||Even|2010}} <ref>http://www.google.com/hostednews/afp/article/ALeqM5gE_62hD3vNqjU5-w1gWWLBbTgiUQ Nicolas Demorand abandonne la matinale de France Inter, AFP, 1añ a viz Even 2010</ref>, da-heul [[Stéphane Paoli]], e reas war-dro kinnig lodenn keleier ar mintin war [[France Inter]] (''Sept neuf trente'', hag a oa deuet da vezañ ''Le Sept dix'' e miz Gwengolo [[2007]] ha ''[[Le Six trente dix]]'' e miz Genver [[2010]]).
2

modifications