Kroaziadeg ar Vugale : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|''La croisade des enfants'', engravadur gant [[Gustave Doré]] '''Kroaziadeg ar Vugale''' eo an anv a roer d’un...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Kzu 2011 da 16:32

Kroaziadeg ar Vugale eo an anv a roer d’un heuliad darvoudoù, gwir pe gaou, a oa c’hoarvezet en Europa e 1212 hag a vije bet un doare kroaziadeg d’an Douar Santel, gant bugale.

La croisade des enfants, engravadur gant Gustave Doré

Meur a dra a gonter diwar-benn ar groaziadeg-se ha breud zo war an darvoudoù-se e-touez an istorourien, met elfennoù boutin zo d’an istorioù diseurt a gonter : ur paotrig, e Bro-C'hall pe en Alamagn, en doa bet gweledigezhioù ha lavaret e oa bet dezhañ gant Jezuz mont d’an Douar Santel da zieubiñ al lec’hioù sakr ha distreiñ ar vuzulmiz ouzh ar gristeniezh ; miliadoù a vugale a oa bet bodet gantañ hag a oa bet o kerzhet trema Italia hag ar Mor Kreizdouar ; echu e voe gant ar groaziadeg pa voe gwerzhet ar vugale-se da sklaved e Tunizia.

Soñjal a ra d’an darn vrasañ eus an istorourien bremañ ne oa ket bet ur Groaziadeg ar Vugale. Moarvat eo diazezet an istor-se war bandennadoù tud paour o kantreal en Alamagn hag e Bro-C’hall er Grennamzer, ha lod anezho o klask mont d’an Douar Santel tra ma oa lod all na glaskent tamm ebet mont di. Diazezet eo an anv « Kroaziadeg ar Vugale » war an anvadur latin Peregrinatio Puerorum, ennañ ar ger « pueri », a c'hallfe talvezout kement ha « bugale Doue » pe « peorien ». Er bandennadoù « kroazidi »-se e vije bet tud paour neuze, kentoc’h eget bugale.

Er Grennamzer e reer anv eus kroaziadegoù all ivez a oa bet graet gant tud eus ar bobl na oant ket renet gant uhelidi, evel da skouer Kroaziadeg ar Vesaerien, e 1251 hag e 1320.