Islam chiit : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
adwelet sifroù
D Reizhañ liamm diabarzh
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
{{Islam}}
An '''islam chiit''' pe '''chiitiezh''' ([[arabeg]]: ''شيعة''; [[perseg]]: ''شیعه'') a zo un doare berr evit '''Shī'at 'Ali''' ("kostezenn 'Ali"). Ar vuzulmaned chiit a gred e kelennadurezh familh ar profet [[Mohammed]], a reont [[Ahl al-Bayt]] anezhi. Diskibien int eta da diegezh Muhammad hag [[Ali|Ali ibn Abi Talib]] (an Imam Ali). Soñjal a ra d'ar chiited n’o deus bet an tri [[kalif|c'halif]] [[Islam sunnit|sunnit]] kentañ pouez ebet evit bezañ kaset war-raok ar feiz vuzulman.
 
Evel an [[islam sunnit]] eo bet rannet an islam chiit e meur a duad, met tri skourr kalz dreist d'ar reoù all a zo bremañ. Ar re anavezetañ hag ar re niverusañ eo an [[daouzekveded]] (''Ithnāˤashariyya'') (war-dro 80%), ar reoù all eo an [[ismaelianed]] hag ar [[zaiddiyahed]]. Diouzh o zu, an [[alawited]] hag an [[druzed]] a lavar ez int chiited, met n'emañ ket a-du an darn vras eus ar chiited gant an dra-mañ.