Ludwig Iañ von Baden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
Linenn 6:
Ren a reas war-lerc'h e niz [[Karl Ludwig Friedrich von Baden]], anvet [[Karl II von Baden]] neuze . Brud en doa da vout rouler ha gastaouer, ha marteze e voe serc'heg d'e lezvamm [[Louise Geyer von Geyersberg]], kontez Hochberg, ha kontet e veze e oa « tad d'e vreudeur ».
 
Mervel a reas e vreur henañ en ur gwallzarvoud e 1801, hag e dad, ar markgrav [[Karl Friedrich von Baden]], 73 bloaz dezhañ, a laoske anezhañ da ren an dugelezh en e lec'h.
 
Ludwig, a en em gleve marteze gant ar gontez Hochberg, a felle dezhañ mirout ar galloud, ha klask a reas levezoniñ e niz, ar priñs [[Karl Ludwig Friedrich von Baden]], 15 vloaz dezhañ hag e gas a reas d'ar vuhez diroll ma varvas buan ar priñs.
En 1806, e teuas ar varkgraviezh da vout un dugelezh-veur hag ezelañ a reas e [[Kengevredad ar Roen]] dindan askell an impalaer gall [[Napoleon Iañ]], mestr war Alamagn, a zimezas Karl II d'e verc'h adverc'het [[Stéphanie de Beauharnais]] , ha lakaet e voe Ludwig a gostez.
 
Darn a soñj gante e voe kemeret perzh gant Ludwig hag ar gontez Hochberg e koll ar priñs pennhêr bihan, mab Karl II, a deuas en-dro er gouloù e 1828 e Nünrberg, dindan an anv [[Kaspar Hauser]] goude un hir a vac'hadigezh kuzh.
 
En 1818 e voe anvet Ludwig da zug-veur goude marv e niz Karl .
 
 
Linenn 29:
==Pennad kar==
*[[Dugelezh-veur Baden]]
 
[[Rummad:Duged-veur Baden]]
[[Rummad:Tiegezh Zähringen]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1763]]
[[Rummad:Marvioù 1830]]
 
[[de:Ludwig I. (Baden)]]