Alamagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
gant gant → gant (kavet gant LanguageTool brezhonek)
Linenn 48:
 
[[Skeudenn:Wernerprokla.jpg|thumbnail|300px|dehou|Diazezadur Alamagn a-vremañ e Versailhez e 1871. Emañ [[Bismarck]] er c’hreiz, gwisket e gwenn. Livadur gant [[Anton Alexander von Werner]], 1877]]
E 1870 e tisklêrias an Impalaer gall ar brezel da Brus. Trec’het e voe gant an armeoù prusian hag armeoù german ar su. Embannet e voe an [[Impalaeriezh C’herman]] (''Deutsches Kaiserreich'') e [[Palez Versailhez]] d’an 18 a viz Genver [[1871]]. Gant ar rummad-roueed [[Hohenzollern]] a Brus e oa renet an impalaeriezh nevez, a oa [[Berlin]] he c’hêr-benn. Strollañ a rae an holl barzhioù eus Alamagn a oa distag a-raok nemet Aostria, ur meizad anavezet evel [[Kleindeutsche Lösung|''Kleindeutschland'']], pe "Alamagn Vihan". Er ''[[Gründerzeit]]'' (Mare Diazezañ) a voe da-heul [[unvaniezh Alamagn]] e voe suraet saviad Alamagn evel ur galloud bras gant politikerezh estren Bismarck, dre skoulmañ emglevioù, lakaat Frañs en distro ent diplomatel hag en em virout diouzh ar brezel. Koulskoude e krogas Alamagn ivez gant ur programm impalaerouriezh evel ar broioù all eus Europa, hag e 1884 e stagas da ziazezañ trevadennoù er-maez eus [[Europa]]. Jeu a savas diwar an oberoù-se gant gant ar broioù amezek, ken ne voe ket adnevezet an darn vrasañ eus an emglevioù he doa kemeret Alamagn perzh enno a-raok, hag e voe lezet ar vro a-gostez en emglevioù nevez. Er c’hontrol e tiazezas Frañs darempredoù nevez dre sinañ an [[Entente Cordiale]] gant ar [[Rouantelezh Unanet]] hag e skoulmas liammoù startoc’h gant an [[Impalaeriezh rusian]]. Estreget he darempredoù gant [[Aostria-Hungaria]] e teuas Alamagn da vezañ digenvesoc’h-digenvez.
 
Gant drouklazh an arc’hdug [[Franz Ferdinand a Aostria]] d’an 28 a viz Gouere [[1914]] e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar [[Brezel-bed kentañ]]. Alamagn, ha hi e-touez ar [[Galloudoù kreiz]], a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918, hag an impalaer William II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ [[Feur-emglev Versailhez]] e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent ''diktat'' Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an [[Naziegezh]] gant ar garv ma oa.{{dave|lee_h}} Goude berzh an [[Dispac'h alaman]] e miz Du 1918 e voe embannet [[Republik Weimar]]. Lakaet e voe [[Bonreizh Weimar]] da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant [[Friedrich Ebert]] d’an 11 a viz Eost [[1919]]. Diazezet e oa bet ar [[Strollad Komunour Alaman]] gant [[Rosa Luxemburg]] ha [[Karl Liebknecht]] e 1918, ha Strollad ar Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe [[Strollad Nazi]], a voe diazezet e miz Genver 1919.