Philippe Pétain : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
a oa oa → a oa (kavet gant LanguageTool brezhonek)
Linenn 8:
''Benn [[renad Vichy|ar Stad c'hall]]'' a viras e-pad pevar bloavezh dindan an dalc'herezh [[nazi]]. Lañs a roas d'an [[Dispac'h broadel]] ha d'ar [[Kenlabourerezh e Bro-C'hall|c'henlabourerezh]] gant an Trede Reich.
 
Barnet da vare an [[Dieubidigezh (istor)|Dieubidigezh]] evit bezañ kenlabouret gant enebourien Bro-C'hall ha [[trubarderezh bras]] gant al [[Lez-varn uhel a justis (Bro-C'hall)|Lez-varn uhel a justis]], Pétain a oa oa kondaonet dre varnadenn ar 15 a viz Eost 1945 d'an [[Dizellid broadel]], da ziberc'hennadur e vadoù ha d'ar [[kastiz a varv|c'hastiz a varv]]. Erbediñ a rae al lez-varn chom hep seveniñ ar c'hastiz diwezhañ-mañ abalamour d'e oad. Kemmet e oa e gastiz ha lakaet e oa e prizon buhez-pad gant [[Charles de Gaulle|ar jeneral de Gaulle]], penn [[Gouarnamant da c'hortoz ar Republik c'hall|Gouarnamant da c'hortoz ar Republik]]. Mervel a reas en toull-bac'h en Enez-Euz m'emañ sebeliet.
 
Evel ma oa 84 vloaz e miz Gouere 1940, Philippe Pétain zo bet ar penn Stad koshañ eus istor Bro-C'hall.