Diforc'hioù etre adstummoù "Charles de Gaulle"

ar Trede Republik → an Tred Republik, en en e vorzhed → en e vorzhed (kavet gant LanguageTool brezhonek)
D (r2.6.5) (Robot kemmet: kk:Шарль де Голль)
(ar Trede Republik → an Tred Republik, en en e vorzhed → en e vorzhed (kavet gant LanguageTool brezhonek))
* [[Pêr de Gaulle]] (1897-1959) hag a vo ezel eus ar Rezistañs, politikour, ha merour embregerezhioù.
 
Abred-kenañ, e dad a lakas Charlez da zizoloiñ oberennoù [[Maurice Barrès|Barrès]], [[Herri Bergson|Bergson]] ha [[Charlez Péguy|Péguy]]. [[Unpennelouriezh|Unpennelour]] eo an tiegezh ha lenn a ra an tad ''[[L'Action française]]'' (betek kondaonidigezh luskad [[Charles Maurras]] gant ar [[Vatikan]]). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh « katolik ha frankizour », [[afer Dreyfus|dreyfusour]] e vint ha mont a reont a-du gant aran [[Trede Republik]] en doare goulennet gant ar pab. E dad en deus estlamm ouzh [[Louis-Nathaniel Rossel|Louis Rossel]], « jeneral » eus ar [[Kumun Pariz|Gumun]], fuzuilhet gant ar « Versailhiz ».
 
Ul lodenn eus e studioù kentañ derez a reas Charles de Gaulle e skol Frered ar Skolioù Kristen eus parrez Sant-Tomaa-Aquin (hiziv [[lise Sant-Tomas-Aquin]]) e [[Paris]]. Goude an enkadennn bolitikel a heul disrann an iliz hag ar stad e [[1905]], Charlez de Gaulle a ya da genderc’hel e studioù da [[Belgia|Velgia]], ar c’hentañ skiant-prenañ eus an harlu eo .
 
 
== [[Brezel-bed kentañ]] ==
Letanant ar [[Brezel-bed kentañ|C’hentañ brezel bed]] ez eo anvet kabiten adalek [[1915]]. Gloazet e oa kerkent hag e gentañ emgann e [[Dinant]] (reter [[Belgia]]) d’ar 15 a viz Eost [[1914]]. Kaset e oa goude d’an 33{{vet}} RI war dalbenn Champagne evit ren ar 7{{vet}} kompagnunezh. Gloazet eo a-nevez d’an 10 a viz Meurzh [[1915]] en dorn kleiz, e-pad [[Emgann ar Somme]]. Mennet d’en em gannañ e tisent d’e ofiserien o reiñ an urzh da dennañ war fozelloù an enebourien. Abalamour da se ez eo torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser tatillon, volontiers cassant, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a laka anezhañ da vezañ merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnig [[komandant]] an 33{{vet}} RI kemer anezhañ da eiler.<br />
D’an 2 a viz Meurzh [[1916]] e oa taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn kêriadenn [[Douaumont]], e-kichen [[Verdun (Meuse)|Verdun]]. Distrujet-naet eo e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re zo chomet bev zo gronnet gant an Alamanted. Hervez an istor ofisiel e klask De Gaulle toullañ linennoù an enebourien; rediet eo e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamanted a ra ar memes tra hag a c’hloaz anezhañ gant un taol [[baionetez]] en en e vorzhed kleiz<ref>[[Max Gallo]], ''De Gaulle'', levrenn gentañ : ''L'appel du destin'', III, 10</ref>. Prizoniet gant an Alamanted ez eo pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traoù en un doare all: « Gronnet e oamp bet ha dindan urzhioù hor c’habiten de Gaulle e oamp rediet da godianañ. »<ref>Testeni Samson Delpech, embannet e ''Sud-Ouest Dimanche'' d’ar 16 a viz Ebrel [[1961]] ha d’an 29 a viz Meurzh [[1966]].</ref>
 
 
<!-- D'ar 1{{añ}} a viz Even de Gaulle fonction de général de brigade à titre temporaire.-->
 
D'ar 6 a viz Even [[1940]], ar jeneral de Gaulle a oa galvet diwar dizh e Pariz gant [[Paul Reynaud]], prezidant ar c'huzul, da gemer ur garg e [[Gouarnamant Paul Reynaud|e c'houarnamant]], hini [[issekretour Stad]] evit ar [[Maodierndi ar Brezel|brezel]] hag an [[Maodierndi an difenn (Bro-C'hall)|an difenn broadel]].
 
Charles de Gaulle a zeu neuze er-maez eus [[urzhaz]] an arme. E gefridi zo kenurzhiañ ar strivoù gant ar [[Rrouantelezh-Unanet]] da zerc'hel gant ar stourm. D'an 9 a viz Even e klask en aner lakaat Churchill da lakaat muioc'h a nerzhioù, ha kirri-nij ivez, er gombat. D'an 10 a viz Even, de Gaulle a guita [[Pariz]], disklêriet kêr zigor, evit Orléañs, Briare ha Tours. Kaset e kefridi da [[Londrez]], d'ar 16 a viz Even, e kas dre bellgomz an notenn ''[[Anglo-French Unity]]'' eus [[Jean Monnet]] da [[Paul Reynaud]]. Distroet ar memes devezh e [[Bourdel]] e klev en deus roet [[Paul Reynaud]] e zilez a brezidant ar c'huzul, ez eo bet kemeret lec'h hennezh gant ar [[Philippe Pétain|marichal Pétain]] hag ez eo bet goulennet an arsav-brezel. Koll a ra ar jeneral de Gaulle eta e lec'h er gouarnamant.
175

modifications