Catholicon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Savet e voe, pe echuet da vihanañ, e [[1464]] (d'ar [[16 a viz Eost]] hervez) gant [[Jehan Lagadeuc]], person e [[Plougonven]], ha moullet e voe d'ar [[5 a viz Du]] [[1499]] e [[Landreger]] gant [[Jehan Calvez]].
Anvet e oa bet Catholicon, pa ne oa ket bet roet an anv-se gant an oberour, moarvat diwar anv ur geriadur all, ar geriadur latin brudet a oa anvet ''Catholicon'' ivez (''Summa grammaticalis quae vocatur Catholicon''), savet gant an Dominikan [[Giovanni Balbi]], eus kêr c'h[[Genoa]], (e [[latin]] ''Johannes Januensis de Balbis''), hag echuet d’ar [[7 a viz Meurzh]] [[1286]].
 
Sed aze ar pezh a gaver e penn-kentañ an oberenn :
"Me, Yann Lagadeg, eus parrez Plougonven, en eskopti Treger, Bachelour war an arzoù hag an dekredoù, goude ma n'on ket dellezek d'en ober, savet am eus al levr bihan-mañ evit talvezout da gloer vihan baour Breizh peotramant d'ar re zo dizesk war al latin".
 
Miret e vez un dornskrid eus an oberenn er ''Bibliothèque nationale de France'' niverennet ''Latin 7656'', anezhañ 131 follenn skrivet war an daou du anezho. Un adskrid eus ar skrid orin eo, ha mankout a ra an drederenn eus ar follennoù.