Catholicon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Miret e vez un dornskrid eus an oberenn er ''Bibliothèque nationale de France'' niverennet ''Latin 7656'', anezhañ 131 follenn skrivet war an daou du anezho. Un adskrid eus ar skrid orin eo, ha mankout a ra an drederenn eus ar follennoù.
== Da lenn ==
* ''Le Catholiconcatholicon de Jehan Lagadeuc'', advoulet diwar skouer embannadur Jehan Calvez ([[1499]]) gant [[Christian-J. Guyonvarc'h]], Éditions Ogam-Tradition Celtique, [[Roazhon]] ([[1975]]), adembannet gant Editions Armeline, [[Brest]] ([[2005]]).
* ''Le Catholicon armoricain'' kinniget ha treuzskrivet gant [[Jean Feutren]], embannet e [[1977]], Mayenne. Reiñ a ra an embannadur-mañ ur faksimile eus ar skrid war an tu dehou, hag un treuzskrivadur gant lizherennoù latin war an tu kleiz, ur bern notennoù war geriaoueg ar galleg ha traoù all. Levr keinet.
* ''Le vocabulaire breton du Catholicon'' gant [[Gwennole ar Menn|Gwennole Le Menn]], [[Skol]], [[2001]]. Roll ar gerioù brezhoneg a gaver e-barzh, gant o stumm a-vremañ, ar stumm m'edont skrivet en embannadur 1499, hag o zroidigezh c'hallek.