Mina Loy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: pt:Mina Loy
Linenn 4:
 
==Penn-kentañ he buhez==
Mina Loy a voe ganet e [[Londrez]]. Saoz e oa he mamm, Julia Bryan hec'h anv, ha hungarat e oa he zad, anvet Sigmund Löwry. Goude bezañ bet skoliatatet e Londrez ez eas kuit Loy da v[[München]] d'he 17 vloaz. Eno e studias al livouriezh e-pad daou vloaz. Goude-se e tistroas da Londrez ma kendalc'has da studiañ al livañ. E-touez he c'helennerien e oa [[Augustus John]]. E-pad ma studie e lennas oberennoù [[Nietzsche]], [[Henri Bergson|Bergson]] ha re [[Sigmund Freud|Freud]]. Mont a reas da [[Pariz|Bariz]] gant [[Stephen Haweis]] hag asambles e studijont en Akademiezh Colarossi. Dimeziñ a rejont e [[1903]]. Loy a implijas hec'h anv nevez evit ar wech kentañ e 1904, pa ziskouezas c'hwech dourlivadur da-geñver ar ''Salon d'Automne'' e [[Pariz]]. E [[1904]] ivez e voe ganet ivezc'hanas o bugel kentañ, Oda e anv, hag a varvas bloaz goude.
 
Loy a zarempredas ar gumuniezeh arzourien a oa tro-dro da [[Gertrude Stein| Gertrude]] ha Leo Stein, ma kejas gant kalz arzouien rakward evel [[Guillaume Apollinaire]], [[Pablo Picasso]] hag [[Henri RouseauRousseau]]. E-pad an tri bloavezh a gasas e Pariz e krogas ivez gant un darempred mignoniezh gant [[Gertrude Stein]] ha [[Djuna Barnes]] hag a badas o buhez-pad.
 
E [[1907]] ez eas Loy ha Haweis da [[Firenze]], ma kasjont o buhez pep hini diouzh e du. Daou vugel a voe ganet memestra : Joella e 1907 ha Giles e [[1909]]. D'ar mare-se e kemeras perzh Loy el luskad [[dazontouriezh|dazontour]] hag e voe karedig [[Filippo Marinetti]]. En [[Italia]] e kejas ivez ouzh divroidi eus [[Manhattan]] evel ar c'hazetenner komunour [[John Reed]] hag ar skrivagner ha buruteller [[Carl Van Vechten]]. E penn-kentañ ar [[Brezel-bed kentañ]] e labouras en un ospital-arme.
 
==Barzhonegoù ha labour==