Manga (bannoù-treset) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
→‎Teknikoù dibar: n'eo ket dieub ar restr-mañ
Linenn 34:
 
Gwenn-ha-du e vez ar mangaioù peogwir e vezont embannet e kelaouennoù marc'hadmat, war baper adaozet. E liv e c'hell bezañ pajennoù kentañ ar gelaouenn (evit lakaat ur rumm bennak war wel). Se zo kaoz e c'heller gwelet pajennoù e liv e kreiz mangaioù zo (deuet diwar un embann kentañ en ur gelaouenn).
 
[[Skeudenn:Skouer eus ur manga.png|left|thumb|Ur bajenn diwar ''[[Marmalade Boy]]'' manga, levrenn 1añ (stumm japanek)]]
 
 
Ne vez ket ken difiñv an tresadennoù hag e bannoù-treset ar C'hornôg. Troc'hoù heñvel ouzh re ar [[sinema]] a vez er mangaioù. Daoulagad bras a vez d'an tudennoù ha rak-se e c'heller lakaat o santadoù muioc'h war wel. Alies-kaer e vez eztaolet ar souezh dre lakaat an dudenn da gouezhañ en he led da skouer. Er manga [[City Hunter]] (brudet e Frañs dindan anv [[Nicky Larson]]) e komprener ez a Kaori (Laura) e fulor pa weler he fenn-bazh o tont war wel a daol trumm hag hi da flastrañ hec'h enebourez...
Linenn 42 ⟶ 39:
 
Trouzadelloù a vil vern a vez ivez, koulz evit ar jestroù, an oberoù pe ar soñjoù. E [[japaneg]] ez eus ur bern anezho : ''niko niko'' eo hini ar mousc'hoarzh, ''shiiin'' hini an didrouz pe ''pika pika'' (ha diwar se an anv [[Pikachu]]) evit ar strinkellikat.
 
 
 
 
 
 
Er mangaioù graet evit ar re yaouank e vez ''[[furigana]]'' ouzhpenn d'ar ''c'hanji'', arouezennoù sinaek pe [[sinogramm]]où, evit aesaat al lenn.