Diforc'hioù etre adstummoù "Revr"

1 982 okted lamet ,  8 vloaz zo
→‎Ur ger naturel : Danvez kaset d'ar wiki-geriadur
D (Wikeriadur)
(→‎Ur ger naturel : Danvez kaset d'ar wiki-geriadur)
==Ur ger naturel==
Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar [[kein|c'hein]] hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù.
Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:
*''Bezañ bouc'h e revr'', pe bezañ ''ur bouc'hrevr'', zo un heñvel: kaout diaezamant o redek pe o kerzhout zoken.
*''Bezañ fri ha revr'': en em glevout mat kenañ
**''Ar re-se zo fri ha revr!''
*''Bezañ moan e revr'', ha ''Tapout ur revriad [[aon]]'', a zo un heñvel.
*''Bezañ kras e revr evel un dorchenn blouz'', bezañ pinvidik ha pizh (Tro-lavar implijet er gontadenn ''Noblañs'' gant [[Jakez Konan]]).
*''Bezañ krog (peg) un dra bennak e revr unan bennak'': kaout c'hoant d'ober un dra bennak. ''Petra zo peg e-barzh revr hemañ adarre?''
*''Bezañ leun e revr'': bezañ [[mezv]].
*''Bezañ paour e revr'' a zo kreñvoc'h eget ''bezañ paour'' hepken.
*''Bezañ poazh e revr'', pe ''Bezañ holen kras en e revr'': kaout c'hoant da fiñval, da vont da lec'h all.
* ''Bezañ skuizh e revr gant un dra bennak'': a zo kreñvoc'h eget ''bezañ skuizh'' hepken.
*''Bezañ war gab e revr'': bezañ azezet, pa gomzer eus loened zo (ki, kazh, louarn, bleiz).
 
Troioù-lavar a-leizh a vo kavet er wiki-geriadur.
*''Kaout war e revr'': tapout taolioù warnañ. ''Bez 'po war ho revr!''
*''Kouezhañ war e revr'', un dra boanius, hervez ar c'hrennlavar izeloc'h.
 
*''Lakaat e fri e revr unan bennak'': tro-lavar dizereat a vez implijet evit kas kuit unan bennak diwar-dro. ''Lakait ho fri em revr'': ne ran forzh eus pezh a larit.
 
*''Redek e revr'': redek ar vro. ''Hennezh a vez ordinal o redek e revr''. Ur '''reder-e-revr''' a vez atav war an hentoù.
*''Sachañ ar revr'': mont kuit; implijet evel-hen: "''Sach da revr ganit!''"
*''Sevel ar revr'': sevel. ''Sav da revr alese''!
 
*''Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr''.
*''Krediñ lavarout eo e revr dezhañ'': krediñ kaozeal pe sevel ar vouezh.
*''Terriñ ar revr'': skuizhañ penn unan bennak. ''Arabat dit dont da derriñ ma revr gant ar c'hozh ti brein-se ken!''
*''Teurel ar revr war ur [[kador|gador]]''. Dibalamour a-walc'h eo lavarout ''Taol da revr'', sevenoc'h ha dereatoc'h e vo kavet lavarout ''Taol da bouez''.
 
* [[Krennlavar]]: ''Ul lamm revr a dalv nav''.
 
==Ur ger lous==
183 093

modifications