With The Beatles : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23:
 
Eizh kanaouenn nevez a oa bet enrollet, an hini gentañ bet savet gant [[George Harrison]] - ''Don't Bother Me'' - en o zouesk. C'hwec'h all, tonioù kozh ar [[Motown]] an darn vrasañ anezho, a yae d'o c'hlokaat. Nav anezho a oa bet adkemeret da geñver embannadur an albom ''[[Meet The Beatles!]]'' er [[Stadoù-Unanet]] d'an [[20 a viz Genver]] [[1964]].
 
Tennet e oa bet luc'hskeudenn du ha gwenn ar golo gant [[Robert Freeman]] er Palace Court Hotel e [[Bournemouth]] d'an [[22 a viz Eost]] [[1963]].
 
Ur c'houlzad brudañ hep e bar a voe aozet o lakaat 500 000 a dud sot gant ar strollad breizhveuriat da brenañ o albom a-raok mar bije bet embannet ! 500 000 skouerenn all a oa bet gwerzhet a-benn miz Gwengolo 1965. E-pad ur sizhunvezh warn-ugent diouzh renk e oa chomet an albom e penn-kentañ ar gwerzhioù e Breizh-Veur, da lâret eo hogos ur bloavezh en e bezh bezañ ouzhpennet pevar mizvezh an albom '''''Please Please Me'''''...