Lanv du ar Böhlen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: de:Böhlen (Schiff)
+ skeudenn
Linenn 1:
[[Restr:Bundesarchiv Bild 183-N0329-0306, Rostock, Tanker "Böhlen".jpg|thumb|300px|right|An eoullestr Böhlen e [[Rostock]].]]
Ar '''Böhlen''' a oa un eoullestr eus [[Alamagn ar Reter]] hag a reas peñse d'ar [[14 Here|14 a viz Here]] [[1976]] da vaez da [[Enez Sun]]. Diwar ar 36 den a oa en e vourzh n'eus nemet 11 den a zo bet savetaet. Ar 25 all a zo beuzet. 9 900 tonenn eoul-maen diaoz a endalc'he al lestr. An eoul-maen a grogas da saotrañ aodoù Penn-ar-Bed tamm-ha-tamm. Divizet e voe eta gant ar prefeti sunañ ar pezh a chome er vag, ar pezh a voe graet etre miz C'hwevrer ha miz Eost [[1977]]. Daou splujer a varvas e-pad al labourioù sunañ avat. Pa ouzhpenner d'ar c'hont trist-se marv ur soudard yaouank beuzet pa oa o naetaat un draezhenn e tegouezher d'ur sammad a 28 marv liammet da beñse ar Böhlen! Un dra heverk all : un 50 den dilabour bennak a voe gopret evit sikour ar soudarded da naetaat an traezhennoù saotret.