Bettina von Arnim : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
==He buhez==
Merc'h e oa Bettina da [[Peter Anton Brentano]] ha d'e eil [[pried]] Maximiliane von La Roche. [[C'hoar]] e oa d'ar barzh alamanek [[Clemens Brentano]]. Dont a rae an tiegezh Brentano eus lezioù [[lenn Como]], e [[Lombardia]], en hanternoz [[Italia]]. [[Merc'h-vihan]] e oa d'ar skrivagnerez [[Sophie von La Roche]], a oa bet karet gant Wieland ha [[Goethe]] (1749-1832). Mignonez e oa d'ar varzhez [[Karoline von Günderode]].
<br />
Dimeziñ a reas en 1811 da Achim von Arnim. 26 vloaz e oa Bettina. Ur verc'h o doe, [[Gisela von Arnim]], a voe skrivagnerez.
 
==He mignoned==
Tomm e oa ouzh ar varzhez [[Karoline von Günderode]], ha skrivañ a reas ur romant diwar-benn he ziegezh.
Mignonez e oa da [[Ludwig van Beethoven]] hag aozañ a reas un emgav etre Goethe hag eñ e Gouhere 1812.
 
==Hec'h oberenn==
===Lizhiri===
Hec'h oberenn brudetañ eo an ''Goethes Briefwechsel mit einem Kinde'', embannet e 1835, anezhañ un dastumad lizhiri skrivet ganti ha [[Johann Wolfgang von Goethe]], a zarempredas e 1807, ma tamweler ur garantez romantel eus o ferzh o-daou. Koulskoude, pa voe kavet ar skridoù orin goude o marv, e weler eo bet embannet al lizhiri-se evit reiñ da grediñ e oa un darempred personel don. Lizhiri Goethe avat ne oant ket tener met dibersonel ha furmel e-skoaz ar re embannet gant Bettina. Gantan droidigezh c'hallek bepred eo bet awenet [[Balzac]] pa skrivas ''Modeste Mignon''.
 
Studiet eo bet buhez Bettina von Arnim, ha dreist-holl he darempredoù gant Goethe, gant ar skrivagner [[tchek]] [[Milan Kundera]] en e romant ''L'Immortalité''.
 
<!--Étroitement attaché au thème principal de son livre, Kundera a distingué chez Bettina une tentative d'atteindre une célébrité durable par sa propre promotion et à travers la relation avec de grands hommes.
 
Séductrice, indépendante et mondaine, Bettina bénéficie d'une réputation de grande épistolaire sensible et passionnée, mais aussi d'égérie socialiste. Tout au long de sa vie, Bettina von Arnim est portée vers les idées socialistes ; elle a écrit au roi de Prusse, rencontré Karl Marx, pris la défense des Juifs et des tisserands de Silésie.
-->
 
==Bilhedoù==
Adalek 1991 betek Kerzu 2001 e weled he foltred wararbilhedoù 5 [[mark alaman]].