Diforc'hioù etre adstummoù "Émile Souvestre"

58 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
un tamm kempenn (liammoù diabarzh ha rummadoù dreist-holl)
(adennoù)
 
(un tamm kempenn (liammoù diabarzh ha rummadoù dreist-holl))
Ganet eo bet '''Emile Souvestre''' e [[Montroulez]] d'ar 15 a viz Ebrel [[1806]]. Eus Bro-[[Iwerzhon]] e oa e hendadoù deuet da shomchom da [[Breizh|Vreizh]] war-dro [[1690]]. E skol e voe e [[Pondivi]] ha neuze e Skol-Veur ar Gwir e [[Roazhon]]. En em dreiñ a reas war-zu al lennegezh goude bezañ bet ur pennad oc'h ober skol. Troet-bras e oa gant Breizh hag he sevenadur, gant ar bobl hag ar reizh.
 
Romantoù war zanvez Breizh a skrivas e galleg : "Klasker-bara Sant Roc'h", "Ar Vretoned diwezhañ", "Ur prederour dindan an doenn", "Eñvorennoù un "divragoù" breizhat"...
E meur a gelaouenn e skrivas, sevel a reas kontadennoù "An oaled vreizhat", pezhioù-c'hoari farsus, reuzc'hoarioù.
 
Kazeg e ra war dachenn ar politikerezh e [[1848]] pa glaskas mont da gannad.
 
Dont a reas da vezañ kelenner e skol mererezh [[Pariz]]. Reiñ a reas kentelioù noz digoust evit ar vicherourien. E 1853 ez eas da [[Suis|Helvetia]] da ober kemend-all.
 
Mervel a reas d'an 8 a viz Gouhere 1854 e [[Montmorency]].
36 397

modifications