Abel Tasman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Abel Janszoon Tasman''' (ganet e [[1603]] ha marvet d’an [[10 Here|10 a viz Here]] [[1659]]), a oa ur [[moraer]] hag un [[ergerzher]] genidik eus an [[Izelvroioù]].
 
Ganet e oa bet e [[1603]] e Lutjegast, ur geriadenn eus proviñs [[Groningen (proviñs)|Groningen]]. Anavezet eo dreist-holl evit div veaj en doa graet e [[1642]] hag e [[1644]], e servij ar VOC ([[Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter]]). Eñ eo an Europad kentañ a dizhas inizi [[Tasmania]] (anvet en amzer-hont ''Douar Van Diemen'') ha [[Zeland-Nevez]] hag an hini kentañ ivez o welout an inizi [[Fiji]], e [[1643]]. Sevel a reas kartennoù eus meur a gorn eus [[Aostralia]].
 
E bal a oa anavezout gwelloc’h ar vro anvet da neuze ''[[Holland Nevez]]'' (hag anvet bremañ [[Aostralia]]) a oa bet nevez-dizoloet an aodoù anezhi gant tud eus an Izelvroioù, ha kavout daoust hag ul lodenn e oa an douar-se eus an ''Terra Australis'' a vije bet e penn traoñ ar voul-douar. Spi he doa ar gompagnunezh VOC e vije bet kavet gantañ ur c’hevandir nevez he dije gellet ober kenwerzh gantañ.