Diforc'hioù etre adstummoù "Sofia Magdalena Danmark"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
==Reuz==
E 1778 e c'hoarvezas reuz bras e lez Sveden. <br />
Degouezhout a reas daou vreur ar roue, [[CharlezKarl XIII|Karl ]] (1748-1818), ha [[FrederigFredrik Adolf]] (1750-1803), e ti o mamm, [[Lovisa Ulrika]], rouanez [[trederannerez]], hag int da embann e oa pep a [[serc'heg]] gant an darn vrasañ eus ar maouezed, nemet gant o mamm evel-just. Ha hi da eilgeriañ ne oa ket kont evel-se da vihanañ gant he [[merc'h-kaer]], ar rouanez Sofia Magdalena, avat. Neuze e tirollas an daou vreur da c'hoarzhin. Ar c'hont [[Adolf Fredrik Munck]], emezo, a veze oc'h ober al lez d'o [[c'hoar-gaer]]. <br />
 
===Droug er vamm-gaer===
Droug bras a oa e [[mamm-gaer]] ar rouanez, ha hi da c'houlenn prouennoù. Pa c'hanas ar rouanez yaouank ur mab e 1778 e krede start tud al lez e oa ar c'hont Munck eo a oa an tad. Neuze e savas tabut etre Lovisa Ulrika hag he mab roue, ha hi da damall dezhañ leuskel he fried d'ober pezh a gare. Hag eñ gourdrouz harluañ e vamm da [[Pomerania|Bomerania]] (Pomerania svedat). <br />
Ne voe nemet he bugale yaouankañ [[Frédéric-AdolpheFredrik Adolf Sveden|Frédéric-AdolpheFredrik Adolf]] ha [[Sophie-Albertine Sveden|Sophie-Albertine]] a savas a-du gant ar rouanez kozh. Ret e voe dezhi skrivañ un diskleriadur ma tinac'he he zamalloù. Ur vezhekadenn all e voe dezhi eta, goude hini 1756. An dollholl dud eus an tiegezh roueel a sinas, nemet ar roue hag ar rouanez evel-just, ha c'hwec'h kannad eus breujoù ar vro. Ne bardonas ar roue d'e vamm nemet pa voe ar rouanez kozh war he zalaroù.
 
===Intañvez===
En 1792 e voe muntret he fried, hag he breur-kaer eo a renas betek 1796, da c'hortoz he mab da vezañ en oad . Neuze e voe anvet he mab da roue. Koll e gurunenn a reas [[Gustav IV]] e 1809 avat, goude ur brezel a-enep Rusia, ma voe faezhet Sveden. Ret e voe dezhañ kuitaat Sveden gant e bried, ar rouanez [[Friederike Dorothea von Baden]] (1781–1826), hag e vugale. Dizimeziñ a reas neuze e 1812, ha fiziet e voe e vugale en o eontr [[Alesant Iañ Rusia]], an hini a oa bet trec'h e brezel 1809.<br />
Adarre e voe roet ar gurunenn d'he breur-kaer Carl, anvet [[CharlezKarl XIII]].
<!--
 
183 638

modifications