Sofia Magdalena Danmark : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Merc'h e oa da [[Frederig V Danmark]] ha da [[Louise Breizh-Veur]]. He mamm a varvas pa oa 5 bloaz ar verc'hig. <br />
En 1766, da 20 vloaz, e timezas da [[roue Sveden]], [[Gustav III]]. Daou vab o doe:
* [[Gustav IV SvedenAdolf]] (1778-1837), a zimezas en [[1797]] da [[Friederike Dorothea von Baden]] (1781-1826), c'hoar da impalaerez Rusia
* Carl, dug Smaland (1782-1783).
 
==Reuz==
E 1778 e c'hoarvezas reuz bras e lez Sveden. <br />
Degouezhout a reas daou vreur ar roue, [[Karl XIII|Karl]] (1748-1818), ha [[Fredrik Adolf Sveden]] (1750-1803), e ti o mamm, [[Lovisa Ulrika]], rouanez [[trederannerez]], hag int da embann e oa pep a [[serc'heg]] gant an darn vrasañ eus ar maouezed, nemet gant o mamm evel-just. Ha hi da eilgeriañ ne oa ket kont evel-se da vihanañ gant he [[merc'h-kaer]], ar rouanez Sofia Magdalena, avat. Neuze e tirollas an daou vreur da c'hoarzhin. Ar c'hont [[Adolf Fredrik Munck]], emezo, a veze oc'h ober al lez d'o [[c'hoar-gaer]]. <br />
 
===Droug er vamm-gaer===