Enklozadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D kempenn troidigezh ur ger
Yun (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
bra[[Skeudenn:EnclaveEnklozadur.png|right|frame|C zo un enklozadur eus A hag un [[ezklozadur]] eus B.]]
 
En [[Douaroniezh|douaroniezh]], e vez graet '''enklozadur''' pe [[sankenn]] diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an [[aotrouniezh]] war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un '''[[ezklozadur]]''' pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez.
Linenn 34:
* Tiriad [[Rusia|rusian]] [[Kaliningrad]] etre [[Polonia]] ha [[Lituania]] a yae d'ober hanterenn norzh proviñs c’hermanek [[Prusia ar Reter]] a-raok an [[Eil Brezel Bed|eil brezel bed]] ha bet un ezklozadur anezhi goude ar [[brezel Bed Kentañ|brezel bed kentañ]].
 
Kalz broioù zo dezho troc’hadoù arvorel n'hallont ket bezañ tizhet war-eeun adal ar c’hevandir nemet dre vor pe dre aer. Skouer splannañ an degouezh-mañ eo [[Alaska]] distag eus ar peurrest eus ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] dre [[Kanada]]. Div lodennig vihan all eus SUA da nebeutañ n'hallont bezañ tizhet nemet dre Kanada : [[Point Roberts]] e gwalarn [[Washington]] hag an [[Northwest Angle]] e [[Minnesota]], ur c’hourenez a hed al [[Lake of the Woods]]. E lodenn su pellañ [[Kroatia]] eo rannet darn eus [[kontelezh]] [[Dubrovnik-Neretva]] eus ar peurrest eus ar vro dre un trepasig moan e [[Bosnia ha Herzegovina]].
 
Gwelet ivez: [[Roll an enklozadurioù etrebroadel]] hag ar roll er pennad [[Ezklozadur]].
Linenn 54:
 
* [[Madha]] zo un tamm douar eus [[Oman]] enklozet en [[Emirelezhioù Arab Unanet]] (EAU). Enni emañ tiriad bihan [[Nahwa]], un enklozadur eus an EAU e diabarzh Madha.
* War [[Enklozadurioù India ha Bangladesh|harzoù India ha Bangladesh]] e distrig [[India|indiat]] [[Cooch-Behar]] ez eus 92 ezklozadur eus [[Bangladesh]]. Heñveldra, 106 ezklozadur indiat zo e diabarzh Bangladesh. Enframmet eoez eus 21 eus an ezklozadurioù bangladeshat en ezklozadurioù indiat. 3 eus an ezklozadurioù indiat zo enframmet en ezklozadurioù bangladeshat. En ezklozadur indiat brasañ [[Balapara Khagrabari]] ez eus un ezklozadur bangladeshat [[Upanchowki Bhajni]] zo enni ivez un ezklozadur indiat anvet [[Dahala Khagrabari]].
 
* [[Traoñienn Fergana]], un takad ma kej [[Kyrgyzstan]], [[Tadjikistan]] hag [[Ouzbekistan]], zo enklozadurioù niverus enni. Gronnet eo [[Barak]], ur vourc’hig Kyrgyz gant Ouzbekistan. Kêr tadjik [[Sarvan]] zo e-barzh douaroù Ouzbek ha bourc’h tadjik [[Vorukh]] a-gevret gant un tamm douar bihan e-kichen [[Kairagach]] zo enklozet e douaroù Kyrgyz. Kêrioù Ouzbek [[Sokh]] ha [[Shakhimardan]] evel an daou diriadig ouzbek bihan zo eus [[Qalacha]] ha [[Khalmion]] e norzh Sokh zo gronnet holl gant douaroù Kyrgyz.
Linenn 62:
* Inizi [[Malawi|Malawiat]] [[Chizumulu]] ha [[Likoma]] zo e-barzh doureier tiriadel [[Mozambik]] war [[Lenn Nyasa]].
* [[Enez Martin Garcia]] eus [[Arc’hantina]] zo gronnet gant doureier tiriadel [[Uruguay]] ar [[Río de la Plata]].
* [[Tiriadoù ha Departamantoù Tramor Frañs|Strollegezh tramor Frañs]] [[Sant-Pêr ha Mikelon]]]] zo gronnet gant doureier tiriadel [[Kanada]]. Takad Frañs a ya 24 [[milmor]] (44 km) tro d'e ober. Gras d'ur ganol a 10.,5 milmor (19 km) hed e c’haller tizhout an doureier etrebroadel.
 
An aezamant bevañ e seurt tiriadoù a c’hall cheñch kalz hervez al lec’hioù. Dre vras en Europa a-vremañ eo termenet pizh an traoù ha dieub eo an dud da fiñval eus an eil bro d'eben. En Azia avat eo tennoc’h an traoù p'eo bet savet an enklozadurioù diwar dizemglevioù war ar bevennoù termenet er feuremglevioù alies. Se zo kaoz da annezidi seurt enklozadurioù bezañ kondaonet da vevañ bac’het, d'ar gwashañ pe, da nebeutañ, da welet skoilhoù diniver oc’h en em zispakañ dirazo en o buhez pemdez.
Linenn 88:
** Kêr [[Karaez]] a oa enklozet e-barzh kumun [[Plougêr]] war-bouez al lodennig strizh he dispartie eus [[Plonevell]] dre ar [[Stêr-Iêr]]. Unanet eo bet an div gumun e [[1956]] evit mont d'ober kumun [[Karaez-Plougêr]].
** Eskoptioù Breizh a oa enno parrezioù enklozet niverus eus eskopti [[Dol]]. Gwelet [[Roll ezklozadurioù Eskopti Dol]].
* En [[Aostralia]], ez a Tiriad Kêr-benn Aostralia ([[Australian Capital Territory (ACT)]]) d'ober un enklozadur eus [[NewKembre SouthNevez Walesar Su]]. Merañ a ra an ACT enklozadur arvorel distag [[Tiriad Jervis Bay|Jervis Bay]] war aod NewKembre SouthNevez Walesar Su ivez. Resisaat a ra [[bonreizh]] Aostralia (bet skrivet kent savidigezh an ACT) e rank al lec’h dibabet evit bezañ kêr-benn vroadel Aostralia bezañ enklozet penn-da-benn e-barzh NewKembre Nevez Southar WalesSu.
* En [[Aostria]] ez eo [[Vienna]] un enklozadur e [[Goueled Aostria]]. Dedennus eo notenniñ eo bet Vienna kêr-benn Goueled Aostria betek [[1986]] ivez.
* E [[Belgia]] ez eo [[Rannvro Kêr-benn Brusel]] un enklozadur eus [[Flandrez]]. Souezhus eo gwelet ez eo ivez kêr-benn Flandrez. [[Flandrez]] he deus un ezklozadur, kumun [[Voeren]], tra ma'z eus ivez un ezklozadur gant [[Wallonia]] : kumun [[Comines-Warneton]]. Tiriad [[kumuniezh alamanegerien Belgia]] a ya div lodenn zistag d'e ober. Rannet eo gant ur gumuniezh c’hallegerien.
* E [[Bosnia ha Herzegovina]] ez eo daou enklozadur [[Orašje]] ha [[Odžak]] lodek eus ar C’hevread. Enklozet int etre [[Republika Srpska]] ha Kroatia ha distag diouzh ar C’hevread dre bandennoù tanav anvet ''Posavski koridor'' zo d'ar [[Republika Srpska]]. E-doug ar brezel e [[Bosnia]] e oa ivez meur a enklozadur kontrollet gant Bosnia ha Herzegovina a oa gronnet gant an arme serb. [[Sarajevo]] a oa ar brudetañ anezho. E-mesk an enklozadurioù all dindan seziz e oa [[Goražde]], [[Srebrenica]], [[Maglaj]], [[Bihać]] hag [[Orašje]] (a oa stok ouzh tiriad Kroatia).
* E [[Brazil]] ez eo an Distrig Kevreadel ([[Distrito Federal]]) un enklozadur eus Stad [[Goiás]]. P'eoPa betvoe krouet [[Brasília]], kêr-benn ar vro ha rannvro velestradurel bennañ an Distrito Federal, (nemet e vije bet rakviret abaoe [[1891]]), e voe kemeret e-tro 6,000 km² eus Goiás evit sevel an [[Distrito Federal]] er [[bloavezhioù 1950]] ha diazezañ [[Brasília]] krouet neuze e [[1960]].
* E [[Sina]], kontelezh [[Xianghe]], kêr [[Sanhe]] ha [[kontelezh]] [[Dachang]] Hui eus [[proviñs]] emren [[Hebei]] a ya d'ober un ezklozadur lojet etre kumunioù [[Beijing]] ha [[Tianjin]].
* E [[Kolombia]], [[Santafé de Bogotá|Bogotá]], kêr-benn ar vro, zo un enklozadur e [[departamant]] [[Cundinamarca]] ha bez' eo ivez [[kêr-benn]] an departamant.
Linenn 105:
* E [[Japan]], ez eo lec’hiet kêriadennoù [[Kitayama (Wakayama)|Kitayama]] hag [[Kumanogawa (Wakayama)|enklozadur kêr Kumanogawa]] eus [[prefeti Wakayama]] war an harzoù etre prefetioù [[Prefeti Mie|Mie]] ha [[Prefeti Nara|Nara]].
* E [[Malaysia]], [[Wilayah Persekutuan|tiriadoù kevreadel]] [[Kuala Lumpur]] ha [[Putrajaya]] zo enklozadurioù eus Stad [[Selangor]].
* E [[Spagn]] ez a ar [[Condado de Treviño]] d'ober un enklozadur e proviñs [[Kumuniezh Emren Euskadi|euskarat]] [[Alaba]]; stag eo ouzh proviñs [[Burgos]] e [[Castilla y Leon]]. [[Valencia]] eus he zu dehe deus un ezklozadur anvet [[Rincón de Ademuz]] etre proviñsoù [[Teruel]] en [[Aragon]] ha [[Cuenca (proviñs)|Cuenca]] e [[Castilla-La Mancha]].
* E [[Suis]], ez eoeus enklozet daou [[Kantonioù Suis|ganton]] [[Appenzell]] e [[Kanton St. Gallen]]. Kanton [[Fribourg]] eus e du zo troc’hadoù anezhañ e diabarzh kanton amezek [[Vaud]].
* E [[Stadoù-Unanet Amerika]] :
** Kêr [[Glendale (Colorado)]] e [[Kontelezh Arapahoe (Colorado)|kontelezh Arapahoe]] zo un enklozadur eus [[Denver (Colorado)|kêr ha kontelezh Denver]].
Linenn 112:
** Nevez zo he deus votet [[kuzul-kêr]] kêr [[Killington (Vermont)]], d'an [[2 Meurzh|2 a viz Meurzh]], [[2004]] an disparti diouzh Stad [[Vermont]] evit mont gant Stad [[New Hampshire]] zo ar bevennoù anezhi 40 kilometr pelloc’h. Adkaset eo bet ar vot-se adarre e-pad un emvod eus ar c’huzul e Meurzh [[2005]] goude d'ur strollad annezidi bezañ savet ar goulenn votiñ war an divoud en-dro. Emañ Stad [[New Hampshire]] o studiañ an disrann, Stad [[Vermont]] avat a nac’h komz a-zivout ar c’hraf-mañ ha ne studio ket ar goulenn disrannañ.
** Kêr [[Carter Lake (Iowa)]], bet e penn-kentañ er reter d'ar [[Stêr Missouri]] zo deuet da vezañ stag ouzh [[Nebraska]] e [[1877]] da-heul disc’hlann ar stêr he deus lammet er-maez eus he naoz hag he deus laosket lenn [[Oxbow lake|oxbow]] er reter eus kêr. Ur prosez hir ha padus a savas da-heul; a-benn ar fin e tivizas [[Lez-varn Uhelañ ar Stadoù-Unanet]] (Supreme Court of the United States) ne oa ket bet cheñchet an harzoù orin gant kemm trumm red ar stêr hag e oa c’hoazh Carter Lake ul lodenn eus Iowa. (''Nebraska v. Iowa, 143 U.S. 359 ([[1892]])''). Un dekred klozañ a voe embannet gant al lez-varn evit leuskel Nebraska hag [[Iowa]] da sevel un emglev etrezo a zoujfe d'ar setañs, ar pezh a voe graet. (''145 U.S. 519 (1892)'').
** [[Enez Humarock]], stag ent melestradurel ouzh [[Scituate (Massachusetts)]] zo bet dispartiet diouzh ar peurrest eus kêr gant barr [[Blizzard]] [[1898]] ma voe diheñchet genoù an [[North River (Massachusetts)|North River]]. N'haller mont d'an enez nemet dre ur pont liammet ouzh [[Marshfield, Massachusetts]].
** Lodenn gornôgañ [[Kontelezh Fulton (Kentucky)|kontelezh Fulton]] e [[Kentucky]] a ya d'ober un tamm douar anvet [[Madrid Bend]]. Lec’hiet eo e-barzh ur pleg eus [[Stêr Mississippi]], distag eus he mammstad. Neb a dreuzfe ar stêr adal Madrid Bend en em gavfe er [[Missouri]]; Hent nemetañ ar vro a ya penn er su betek an [[Tennessee]].
** E [[1895]] pa voe savet an [[Harlem River Ship Canal]] en em gavas [[Marble Hill ((Manhattan (New York))|Marble Hill]] ur rann vihan eus norzh [[Manhattan]] en digenvez. Diwezhatoc’h e voe staget ouzh ar [[Bronx]] pa voe leuniet ouf [[Spuyten Duyvil]]. Ent melestradurel ez eo c’hoazh lodek eus Manhattan m'eo stag outañ dre [[pont Broadway]].