Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 02 bloaz 2007 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
→‎Planedennoù: ha brezhoneg eo "Neptun" ?
D →‎Planedennoù: Evezhiadenn d'un evezhiadenn
Linenn 30:
 
::::Mat e vije lakaat an davennoù-se e dibenn ar pennadoù. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 10 Gen 2007 da 12:06 (UTC)
:::::Daveennoù evit gerioù a gaver e geriadurig bihan Mouladurioù Hor Yezh pe e Geriadur An Here ? N'eo ket stambouc'h labour kement-se ?[[Implijer:Iskomandant Marc'heg|Iskomandant Marc'heg]] 10 Gen 2007 da 20:49 (UTC)
 
* Evit respont da Venoni : Lakaet 'peus ar gaoz war ar brezhoneg komzet ha goulennet 'peus e pe gorn eus Breizh e vez lavaret Neizhan. Anaout a rez a-walc'h ar respont : e neblec'h eveljust. Ha perak ? Peogwir n'eo ket ur ger kozh : d'an 23 a viz Gwengolo 1846 e oa bet dizoloet ar blanedenn-se, setu ne gavi roud ebet anezhi nag er Barzhaz Breizh, nag er c'hontadennoù kozh, nag er gwerzioù hengounel. Petra e vo graet eus Neptun e brezhoneg. Ur fazi eo soñjal e c'hell pep yezh degemer forzh peseurt sonioù estren enni. An italianeg, da skouer, ne blij ket dezhañ ar c'hensonennoù disheñvel kichen-ha-kichen, setu e lavarer ''otto'' evit ''okto'' ha ''Nettuno'' evit ''Neptun'' en italianeg. Pa lenner un tammig diwar-benn istor ar brezhoneg e weler penaos eo bet emdroet ar c'hensonennoù-se : ''okt'' > ''eizh'', ''captif'' > ''kaezh'', ''keizh''.<br>Setu e soñj ez eus bet fellet d'ar re o doa brezhonekaet ''Neptun'' heuliañ emdroadur naturel ar brezhoneg. Marteze e fazian, met gallout a ran ober ur goulenn d'am zro : e peseurt korn eus Breizh, e peseurt rannyezh e c'heller klevet an heuliad sonioù ''pt'' (kaozeal a ran eus brezhoneg hengounel ha naturel ha n'eo ket eus tud a laka gerioù gallek en o c'haoz sof-kont. --[[Implijer:Yun|Yun]] <small>[[Kaozeadenn Implijer:Yun|(kaozeal)]]</small> 10 Gen 2007 da 18:36 (UTC)