Barzh Ofisiel ar Rouantelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Barzh Ofisiel ar Rouantelezh''' (''Poet Laureate of the United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland'' e [[saozneg]], pe ''British Poet Laureate'') zo ur garg ofisiel e Rouantelezh Unanet [[Breizh-Veur]].
 
==Istor==
Da gentañ e oa an anv ofisiel a ''Varzh Rouantelezh Bro-Saoz'', betek 1707, goude hini [[Rouantelezh Breizh-Veur]] (1707-1801), ha goude hini [[Rouantelezh Breizh-Veur hag Iwerzhon]] (1801-1922); hag abaoe 1922 hini [[Rouantelezh Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]].
 
Ur garg a-hed-buhez e oa gwechall, war-bouez [[John Dryden]], a voe lamet e garg digantañ e 1688 peogwir e nac'has ober e [[le]] d'ar roue nevez [[Gwilherm III]]. Abaoe [[Andrew Motion]] e 1999 avat eo ur garg 10 vloaz.
 
Ur gopr zo, "a butt of sack", a ya bremañ da 477 litrad gwin [[jerez]] (107 gallonsgallon) . Ouzhpenn-se e vez un tamm gwerzh-butun: £5,750, da lavarout eo war-dro 5500 €.
 
E miz Mae 2009, echu amzer Andrew Motion, e voe roet ar garg da [[Carol Ann Duffy]], ar vaouez kentañ a viskoazh.