Catholicon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
Un eil embannadur kemmet a oa bet graet gant [[Jehan Corre]] (beleg en eskopti Landreger) e penn-kentañ ar XVIvet kantved hag un trede ([[31 a viz Genver]] [[1521]]) gant al Leonad [[Yvon Quillévéré]], marc'hadour-levrioù hag embanner e [[Pariz]]. Ur pevare embannadur a oa bet aozet e [[1867]] gant [[René-François Le Men]] ([[diellour]] e departamant [[Penn-ar-Bed]]), tri c'hant skouerenn anezhañ bet moullet en [[An Oriant|Oriant]] (Ed Corfmat).
== Da lenn ==
* ''Le catholicon de Jehan Lagadeuc'', advoulet diwar skouer embannadur Jehan Calvez ([[1499]]) gant [[Christian-J.Joseph Guyonvarc'h]], Éditions Ogam-Tradition Celtique, [[Roazhon]] ([[1975]]), adembannet gant Editions Armeline, [[Brest]] ([[2005]]).
* ''Le Catholicon armoricain de Iehan LAGADEUC'' kinniget ha treuzskrivet gant [[Jean Feutren]] (person [[Rosko]]), moullet e [[1977]] gant [[Joseph Floch]] e [[Mayenne]]. Reiñ a ra an embannadur-mañ ur faksimile eus ar skrid war an tu dehou, hag un treuzskrivadur gant lizherennoù latin war an tu kleiz, ur bern notennoù war geriaoueg ar galleg ha traoù all. Levr keinet.
* ''LE VOCABULAIRE BRETON DU CATHOLICON (1499) Le premier dictionnaire breton imprimé breton-français-latin de JEHAN LAGADEUC'' gant [[Gwennole ar Menn]], [[Skol]], [[2001]] ([[15 a viz Gwengolo]]). Roll ar gerioù brezhonek a gaver e-barzh, gant o stumm a-vremañ, ar stumm ma oant bet skrivet en embannadur 1499, hag o zroidigezh c'hallek.