Adonis : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
echu?
Linenn 7:
 
==Mojenn==
Mab e oa da g-[[Kiniras]], roue kiprenez, ha da v-[[Mirra]] a voe troet e gwezenn.
 
Karet e oa gant [[Afrodit]], doueez ar garantez, a fizias anezhañ e [[Persefone]], doueez ar re varv, a garas anezhañ ivez, hag a fellas dezhi e virout eviti hec'h-unan. Ma'z eas Afrodit da glemm ouzh [[Zeus]].
Linenn 13:
Setu pezh a zivizas mestr an doueed: e-pad pevar miz e vije gant an eil, e-pad pevar miz all gant eben, hag ep-ad pevar miz all ez aje gant an hini a garje.
 
Mat e vije bet an traoù panevet da [[Ares]] (pe [[Apollon]], pe [[Artemis]], hervez ar mojennoù), a oa displijet o welout Afrodit ken sot gant Adonis.
 
Unan eus ar re warizius eta a gasas ur [[pemoc'h-gouez]] da lazhañ Adonis kaezh, a dapas un taol dant en e [[gaol|c'haol]]. Hag Afrodit er glac'har, ha da skuilhañ daeloù ken e rae.
 
==Arouez ar vuhez==