.bzh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
Ur c’hinnig domani eus al live kentañ war Internet evit kumuniezh ar Vretoned eo '''.bzh'''.
==Istor==
Er bloaz 2004 e oa bet roet lañs, gant [[Christian Ménard]], kannad eus Penn-ar-Bed, d’ar soñj sevel un astenn kenrouedad .bzh<ref>http://www.christian-menard.com/article.php?art=21</ref>. Goude krouidigezh ar [[.cat]], an astenn kenrouedad evit kumuniezh yezh ha sevenadur [[Katalonia]], e oa adlañset ar soñj eus un astenn evit Breizh. A drugarez d’ar sinadeg aozet gant lec’hienn Mikael Bodlore-Penlaez Geobreizh.com<ref>http://www.geobreizh.com</ref> ez eus bet roet ul lusk kentañ
E 2007 en deus karget Kuzul rannvro [[Breizh]] ar gevredigezh Breizh Diawel da gas da benn ur studiadenn greüsted hag ivez aozañ ul luskadeg en-dro d’ar raktres. Goude ar studiadenn-mañ e oa bet krouet ur gevredigezh nevez, dindan renerezh ur poellgor sturiañ gant an holl re o doa kemeret perzh e brudañ ar .bzh, evit dougen kinnig Breizh da gaout hec'h astenn kenrouedad.
|