Abousir : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh:阿布西尔
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
'''Abousir''' ([[Henegipteg]] ''br wsir''; [[Kopteg]]: ''busiri'', '''Ti pe templ [[Osiris]]'''; [[Gresianeg]]: Βούσιρις ; [[Arabeg]]: ابوصير) eo an anv roet d'ul lec'hienn arkeologel en [[Egipt]] – Ur [[bered-veur|vered-veur]] eus mare an [[henimpalaeriezh]] peurgetket, gant savadurioù bihan nevesoc'h – e trowardroioù kerbênn vodern [[Kaero]]. Mont a ra da envel ivez ar geriadenn zo eno, e traoñienn an [[Nil]], en deus roet e anv d'al lec'hienn. Emañ Abousir un nebeud kilometradoù en norzh da [[Sakkara]] hag, evelti, e oa implijet evel unan eus ar beredoù pennañ evit renkadoù uhelañ kerbênn gozh Henegipt anvet [[Memfis]]. Un nebeud kêriadennù all e norzh ha su Egipt zo anvet Abousir pe Busiri.
 
 
 
Kavout a reer seizh [[piramidenn]] en dachenn-se, a dalvezas da vered-veur bennañ ar faraoned e-pad ar [[Vvet tierniezh Henegipt|pempvet tierniezh]]. Disteroc'h eo perzh mat piramidennoù Abousir evit hini piramidennoù ar [[IVe tierniezh Henegipt|pevare tierniezh]]. Diskouez a ra marteze un digresk e galloud ar faraoned pe un ekonomiezh gwanoc'h. Bihanoc'h int evit ar re a oa bet savet diagent, ha savet int bet gant maen-raz lec'hel, izel o c'halite.
 
 
An teir firamidenn vrasañ eo re [[Niouserre]] (zo ivez an hini zo er stad wellañ), [[Neferirkare Kakai]] ha [[Sahoure]]. Kavout a reer ivez eno [[Piramidenn Neferefre|Piramidenn ziglok Neferefre]]. Holl ar piramidennoù brasañ en Abousir a oa savet e stumm piramidenoù bazennek. Soñjal a reer e oa savet an hini vrasañ anezhe, [[Piramidenn Neferirkare Kakai]], e stumm ur biramidenn bazennek, dezhi 70 metrad uhelder, hag oa kempennet diwezhatoc'h e piramidenn "wirion" o leuniañ ar pazennoù gant pezhioù mañsonerezh<!-- loose -->.
Linenn 47 ⟶ 44:
[[Rummad:Kêrioù Henegipt]]
[[Rummad:Nekropolenn Memfis]]
[[Rummad:KêrioùGlad Egiptar bed]]
[[Rummad:Glad ar bed en Egipt]]
[[Rummad:Kaero]]
[[Rummad:Meneger egiptek]]
[[Rummad:Glad bedel en Egipt]]
[[Rummad:Lec'hiennoù arkeologel]]
[[Rummad:Kaero]]
[[Rummad:Douaroniezh Egipt]]