Mezopotamia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.3) (Robot ouzhpennet: za:Mesopotamia
Diforc'hiñ
Linenn 1:
Ne vo ket mesket ::[[Mezopotamia]],Restr:Confusion anv ar vro en [[Aziacolour.svg|20px|]] en''Arabat Henamzer,droukveskañ gant an anv [[spagnolek]] '' [[Mesopotamia]] '', a zo anv ur broviñs en [[Arc'hantina]].''
 
[[Skeudenn:Mesopotamia.PNG|thumb|right|250px|Kartenn eus Mezopotamia gwechall]]
'''Mezopotamia''' a oa, en [[Henamzer]], ur vro e kornôg [[Azia]], etre ar stêrioù [[Eufrates]] ha [[Tigris]], el lec’h m’emañ [[Irak]] hiziv. Lavarout a reer ez eo bet "Kavell ar sevenadurioù kentañ" rak diorroet-kenañ e oa ar sevenadur er rannved-se en Henamzer e-pad 3 000 bloaz. Dre vras en em astenne Mezopotamia etre ar menezioù [[Zagros]] hag [[Anti-Taurus]] en hanternoz, hag ar [[Pleg-mor Pers]] er c’hreisteiz, ar pezh a glot a-walc’h gant [[Irak]] hiziv, gant reter [[Siria]] ha gevred pellañ [[Turkia]] ouzhpenn.
 
Dont a ra an anv ''Mezopotamia'' eus ar [[henc'hresianeg|gregach]], ha talvezout a ra kement hag ''etre stêrioù''. War an div stêr-se eo diazezet brud ha pinvidigezh ar vro. Gant o dour e c’helled doura an douaroù hag evel-se e c’hellas al labour-douar mont war-raok. En div stêr e oa stank ar pesked ha war o ribloù e oa puilh al loened gouez hag al laboused. An douaroù strujus a daole boued a-walc’h evit an dud a oa o chom er c’hêrioù. E kreisteiz Mezopotamia, just a-walc’h, e teuas ar [[kêr|c’hêrioù]] kentañ war wel. Dont a rejont da vezañ lec’hioù kreiz evit ar c’henwerzh, an artizanerezh, ar velestradurezh hag an difenn. Annezidi Mezopotamia a implije ar [[pri]] d’ober [[brikenn]]où evit sevel o ziez, ha d’ober [[taolenn]]où evit skrivañ.
 
Pinvidigezh Mezopotamia a veze c’hoantaet gant ar pobloù amezek. Aloubet e voe ganto alies. Abalamour ma veze aon rak an aloubadegoù-se eo e voe savet kêrioù gant mogerioù-kreñv difennet-mat.
Linenn 9 ⟶ 11:
* [[Babilon]]
* [[Sumer]]
 
== Diwall ==
Ne vo ket mesket [[Mezopotamia]], anv ar vro en [[Azia]] en Henamzer, gant an anv [[spagnolek]] '' [[Mesopotamia]] '', a zo anv ur broviñs en [[Arc'hantina]].
 
[[Rummad:Istor Irak]]