Kastell Klison : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Rummatadur
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
==Istor==
Aotrouien gentañ [[Klison]] a reer anv anezho evit ar wech kentañ en istor e [[1040]]. Teir farrez warn-ugent a oa en o domani bras tro-dro d’ar c’hastell. En amzer-hont e oa ur c’hastell a bouez eus kastell Klison, pa oa tost d’an harzoù etre [[Breizh]], [[Anjev]] ha [[Poatev]].
Eus an {{XIIIvet kantved}} eo ar savadur a weler bremañ, evit al lodenn vrasañ anezhañ. Savet e voe gant [[Gwilherm Klison]], war ur roc’h vras a-us ar [[Sevr]]. Unan eus tiegezhioù nobl galloudusañ Breizh e oa tiegezh Klison. Er {{XIVvet kantved}} e voe brasaet ha kreñvaet ar c’hastell gant [[Olier III Klison]]. LeE châteauziskennad devient le cadre des vies mouvementées d'[[Olier IV Klison]] a voe dibennet e Pariz e 1343 war urzh Fulup VI (Bro-C'hall). A-du gant [[Yann IV (dug Breizh)|Yann IV]] e oa tiegezh Klison e-pad [[Brezel hêrelezh Breizh]]. Met e vab [[Olier V Klison]], a oa bet o’n em gannañ a-du gant Yann IV ivez, a droas a-du gant Gwesklen ha gant roue Bro-C’hall, [[Charlez V (Bro-C'hall)| Charlez V]] e 1370. En amzer-se e oa deuet ivez da vezañ aotrou [[kastell Josilin]].
 
Er {{XVvet kantved}} e voe nevesaet difennoù ar c’hastell ha brasaet e voe ivez. Goude [[1420]] e teuas ar c’hastell da vezañ perc’hennet gant [[dug Breizh]]. Eno e voe ganet an dug [[Frañsez II (Breizh)|Frañsez II]] e 1435. Bez’ e oa unan eus ar c’hestell a blije ar muiañ d’an dug Frañsez II d’ober e annez. Eno e addimezas gant [[Marguerite de Foix]] e [[1474]].