Eos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
hiraat
Linenn 1:
'''Eos''' ([[Gresianeg|henc'hresianeg]]: Έως pe Αύως) a oa un [[Titaned|Ditanez]], doueez tarzh an deiz ha mamm an [[Anemoi]], an [[avel]]ioù, e [[mojenn]]où kozh [[Hellaz]].
[[Image:Tithonos Eos Louvre G438.jpg|thumb|220px|right|Eos o redek war-lerc'h [[Titon]], [[œnochoé]] [[atek]] gant al livour Akiles, v. [[-470|470]]–[[-460|460 kent JK]], mirdi al [[Louvre]]]]
 
== Mojenn==
 
Merc'h eo da [[Hiperion]] ha [[Teia]], ha c'hoar eo da [[Helios]] (an Heol) ha da [[Selene]] (al Loar).
 
Dimezet eo da d-[[Titon]], ha gantañ e krou [[Memnon]] hag [[Emation]].
Karet he deus [[Ares]], ha gant-se he desu sachet warni kasoni [[Afrodit]]. Kondaonet eo bet gant an doueez da vezañ atav e karantez.
 
==He c'harantezioù==
E-touez ar re a garas:
* [[Orion]],
*[[Kefal]]
*Eol, doue an avelioù
*an Titan [[Astraeos]], a grou ganti ar pevar avel ([[Boreas]], [[Notos]], [[Euros]] ha[[Zefiros]]), hag ar stered.
 
Emañ o chom e-tal [[Okean]], a zalc'h bed an dud. Bemdez, pa vez ar c'houlz d'an noz da echuiñ, e kuita gwele Titon, hag en he c'harr e red war-zu an Oabl da gemenn d'an doueed donedigezh he breur Helios. Hervez [[Homeros]] e vez gantañ a-hed e zevezh. Da noz e tiskenn eus an Olimp da vont d'ar gêr, ha ganti e vez an Eurioù. En trajediennoù e klot gant [[Hemera]], an deiz.
 
Alies e vez graet ῥοδοδάκτυλος / ''rhododáktylos'' (bizied ar roz) anezhi, pe κροκόπεπλος / ''krokópeplos'' (sae safranek) pe c'hoazh ἠριγένεια}} / ''êrigéneia'' (bugel ar beure).
 
War al listri pri e vez vez [[askell]]ek peurvuiañ. A-wechoù ivez he gweler gwisket gant ur ouel hag azezet en ur c'harr sachet gant pevar a gezeg.
 
 
[[Rummad: doueed Hellaz]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Eos »