Su Populu Sardu : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
achu
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
''Su Populu Sardu Muvimentu kontr’a su Colonialismu'' (SPS) ("Pobl Sardigna, Luskad a-enep d'an Drevadennerezh") a oa bet krouet gant studerion/ezed, bugale Sarded divroet e [[Roma]] hag a anaveze mat tu-kleiz pellañ [[Italia]] ar bloavezhioù [[1960]]. Ur wezh distroet da Sardigna ec'h ejont e darempred gant stourmerion/ezed a-gent a-benn sevel ur strollad evit ren stourm didrevadenniñ Sardigna, hag adsevel identelezh, sevenadur ha yezh Sardigna.
 
Klask a reas Su Populu Sardu has da benn ur strategiezh hollek evit unaniñ meur a aozadur sokial a-benn tizhout an [[emrenerezh]]. Mont a rejont e darempred gant disrannourion [[PartiduPartito SarduSardo d'Azione|Strollad Ober Sardigna]] (PSA, ''Partito Sardo d'Azione - Partidu Sardu'') a-benn unaniñ labourerion/ezed ar c'hêrioù, an divroidi en Italia SPS hag al labourerion-douar a-benn krouiñ ur "bloc'had sokial enep-trevadennour".
 
E [[1978]] e oa bet dastumet 15,000 sinadur gante evit goulenn groñs ma vefe lakaet da [[Yezh ofisiel|yezh kenofisiel]] ar [[sardeg]].