Magdalena Rudenschöld : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
==An irienn ==
 
E 1792 e varvas ar roue [[Gustav III Sveden]] hag e vab 14 vloaz, [[Gustav IV Adolf]] a voe lakaet da roue. An dug CharlezKarl a renas en e lec'h , met e gwirionez eo mignon bras an dug, [[Gustaf Adolf Reuterholm]], a rene hag a oa mest war ar gouarnamant.
 
Armfelt en devoa esperet kaout lec'h er gouarnamant a zilezas Rudenschöld hag a guitaas ar vro e 1793. Klask a reas irienniñ gant ar Rused da ziskar ar gouarnamant ha lakaat ur renad nevez en e sav, hag eñ e penn eveljust.
Linenn 18:
Skrivañ a reas Armfelt da Vagdalena Rudenschöld, a felle dezhi e tistroje he [[serc'heg]] daveti, ha goulenn a reas diganti mont eus e berzh da-gaout e heulierien , ar roue yaouank, ha kannad [[Rusia]]. War a greder e sevenas unan, da vihanañ, eus an teir c'hefridi-se.
 
Met degouezhout a reas ho lizheroù etre daouarn [[Reuterholm]] hag an dug CharlezKarl abalamour da dud burev-post [[Hamburg]], en Alamagn, o devoa graet eiladennoù eus al lizheroù ha gwerzhet anezho. Reuterholm a lakaas herzel Magdalena Rudenschöld da noz an [[18 a viz Kerzu]] 1793, evel unan eus ar re gentañ da zastum.
 
Magdalena he devoa devet darn eus he faperoù, met kavet e voe lizheroù karantez a-berzh an dug Charlez, ha roud eus arnod Armfelt da ziskar ar gouarnamant ha kemer ar galloud.
 
== Prosez ha kondaonidigezh ==