Sebastian Haffner : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: no:Sebastian Haffner
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
'''Sebastian Haffner''' (anv gwir : ''Raimund Pretzel'', [[27 a viz Kerzu]] [[1907]] e [[Berlin]] - [[2 a viz Genver]] [[1999]] e Berlin) a oa ur c'hazetenner hag ur skrivagner alaman a skrivas reist-holl war istor [[Alamagn]] en XX{{vet}} kantved.
 
E [[1938]] e tivroas da [[Londrez]] asambles gant e zanvez-pried a oa yuzev. Eno e klaskas labourat evel kazetenner ha skrivagner, met diaes e voe dezhañ peogwir ne oueze ket [[saozneg]], n'en doa ket argant, hag ouzhpenn e oa dougerez e zanvez-pried. Dibab a reas an anv-pluenn Sebastian Haffner a-benn gwareziñ e familh hag a oa chomet en [[Alamagn]]. Dont a ra an anv-se eus ar ''Sinfonienn Haffner'', bet savet gant [[Wolfgang Amadeus Mozart|Mozart]].
 
A-drugarez da sikour [[David Astor]] e labouras evit ar gazetenn ''[[The Observer]]'', ma teuas da vezañ pennskrivagner. E [[1954]] e voe kenskriver ar gazetenn e [[Berlin]], ma chomas betek ma vefe savet [[moger Berlin]]. Azalek ar mare-se ha betek [[1962]] e labouras evit ar gazetenn alaman ''[[Die Welt]]'', hag evit ''"Stern"'' etre [[1962]] ha [[1975]]. Haffner a gemere perzh ingal en abadenn skinwel ''Internationaler Frühschoppen'', hag ur programm dezhañ e-unan en doa ivez war ar chadenn alaman ''Sender Freies Berlin''.
Dornskrid ''Defying Hitler'' a voe kavet gant e vab goude e varv.