Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Kavadenn ar piano-forte: restr eus Commons
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Raktres Lise Diwan}}
[[Skeudenn:SteinwayWelte1919Steinway Vienna 011.jpgJPG|thumb|200px|'''Piano''' Steinway-Welte (1919)]]
Ar '''piano''' a zo ur c'hlav ([[benveg-seniñ]]) gant ur c'hlaouier. Renket eo ken e-touezh an [[tosklav|tosklavioù]] hag ar [[c'herdinklavioù skoet]]. Graet e vez ar son gant kerdin stignet war ur framm dibleg a-us d'an [[taol-zasson]].
Gant [[morzhol]]igoù warno un tamm [[feltr]] e vez skoet ar c'herdin diwar bountañ war ar stokelloù. [[Daskren]] ar c'herdin a zo lakaet a-sav gant ur mouger pa vez laosket ar [[stokell]]. Dre ur c'hempennadur mekanik, al [[laoskerez]], e vez lezet ar gordenn da daskrenañ dieub hag adlañset buan-tre ar son un eil wech.