Font Moneizel Etrebroadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
+
Linenn 1:
[[Restr:IMF HQ.jpg|thumb|right|300px|Penngarter an FME e Washington D.C.]]
Ar '''Font Moneizel Etrebroadel''' (FME; ent-ofisiel IMF/FMI, saozneg: ''International Monetary Fund''; galleg: ''Fonds monétaire international''; spagnoleg: ''Fondo Monetario Internacional'') a zo un ensavadur etrebroadel lakaet war-sav d’an [[22 Gouere|22 a viz Gouhere]] [[1944]]. Staliet eo e [[Washington]] er [[Stadoù-Unanet]] ha 187 stad ezel a zo bremañ. [[Christine Lagarde]] eo ar bennrenerez abaoe miz Gouhere 2011.
 
Da bal en deus an aozadur mirout stabilded ar [[sistem moneizel bedel]] ha merañ an enkadennoù moneiz hag arc'hant a c'hall c'hoarvezout. Evit se e tegas [[kredad]]où d’ar broioù o deus kement a vec'h arc'hant ma c'hall kement-se lakaat en arvar stabilded o reizhiad arc'hantañ (tiez-bank, marc'had an arc'hant...), o c'henwezh etrebroadel hag ivez aozadur gouarnamant ar stad. Evit ma rafe ket ur vro “freuz boutik” e vez prestet arc'hant dezhi eta, amzer d'ar fiziañs distreiñ. En eskemm d'an dra-se e vez goulennet digant ar broioù-se ober adrenkadurioù ekonomikel a-benn gwellaat mererezh ha stad ha kaout ur c'hresk armerzhel plaen.