Kaozeal:Ceres (korrblanedenn) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Un holloueziadur
Linenn 26:
* Da'm soñj e vesker meur a dra amañ. Ur reizhiad skrivañ ar yezh vrezhonek eo ar peurunvan pik echu. N'emañ ket displeget e-barzh reolennoù ar peurunvan an doare da blediñ gant an amprestoù diwar ar yezhoù estren, dreist-holl evit an anvioù divoutin. Meur a ziskoulm a c'hall bezañ evel degemer anezho evel m'emaint er yezh orin, evel m'emañ ar boaz d'o skrivañ gant ar yezhoù zo en-dro deomp pe c'hoazh brezhonekaat ar skritur ha lakaat anezho da heuliañ reolenn skrivañ ar gerioù brezhonek. Se zo dibaboù n'o deus ket gwall dra da welet gant ar peurunvan. Hag amañ emaomp evit se just a-walc'h, degemer reolennoù dre genasant evit skrivañ gerioù n'int ket bet skrivet alies e brezhoneg betek-henn. Lec'h zo da bep hini da zegas e soñj hep na vije rebechet da hemañ-henn diskar ar peurunvan. Gouzout a oar an holl n'eo ket galleg al lizherenn "k". Ne vir ket e vez skrivet un nebeud gerioù gant al lizherenn-se er yezh-se hep freuziñ reizhskrivadur ar galleg evit kement-se. Evit ma c'helo n'on ket chalet ne glotfe ket rik anvioù ar planedennoù gant re an doueoù. Seurt diforc'hioù a gaver e yezhoù all ivez hag hengounioù skrivañ disheñvel a c'hall bezañ etre ar skiantoù, etre an istorourien hag ar steredoniourien. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 15 Gen 2007 da 20:11 (UTC)
:Ya, met ret eo bezañ poellek war un dachenn bennak. Evit ar mare eo bet brezhonekaet an anvioù planedennoù (betek re d'am soñj: gw. Neizhan e plas Neptun); setu perak e chomfe Keres gant ur "C"??? Dreist-holl pa 'z eus ur furm brezhonekaet dija evit an doueez!!! [[Implijer:Benoni|Benoni]] 15 Gen 2007 da 20:34 (UTC)
 
== Un holloueziadur ==
 
Poentoù
*Merzout a ran n'eus ket bet sellet mat eus al liamm am eus roet (adsellit mar plij, ha sellit penaos e vez skrivet gant ar yezhoù ne implijont ket al lizherenn "c").
*Da blediñ hon eus amañ gant un '''''anv divoutin''''' (ha skrivet e vez ''Fidel Kastro'' ? ''Jorj Deubeuliou Bouch'' ? Ha petra soñjal eus an doueez [[Tlahuizcalpantecuhtli]] (pennad [[Gwener (doueez)|Gwener]]) kavet dindan bluenn Bianchi Bihan er Wikipedia-mañ ?).
*Roparz Hemon a lavar penaos distagañ "c" e brezhoneg : "tse" (yezhadur bihan p. 13). Hag e lavar ''Ni ne implijomp (C, Q, X) nemet a-wechoù en anvioù estren.'' (neuze 'ta, n'eo ket ""difennet").
*N'eus ket "k" e kembraeg, koulskoude e skrivont ''Kenya''. N'eus ket "c" en alamaneg, koulskoude e skrivont... ''Ceres'' (distaget ''tseres'').[[Implijer:Iskomandant Marc'heg|Iskomandant Marc'heg]] 15 Gen 2007 da 20:36 (UTC)
Distreiñ d'ar bajenn "Ceres (korrblanedenn)".