Christian Wulff : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.2) (Robot kemmet: uk:Крістіан Вульфф
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Christian Wilhelm Walter Wulff''' (ganet d’an [[19 a viz Mezheven]] [[1959]] en [[Osnabrück]]) zo ur politikour [[Alamagn|alaman]] eus ar strollad [[CDU]]. Alvokad eo eus e vicher. E penn gouarnamant [[Niedersachsen]] e oa etre 2003 ha 2010. D’an [[30 a viz Mezheven]] [[2010]] e oa bet dilennet da brezidant republik [[Alamagn]], en trede tro. Gant [[Bettina Wulff]] eo dimezet.
==== Dilez====
E dibenn [[2011]] e voe liammet e anv ouzh hini Egon Geerkens, hag eñ den a afer eus [[Saks-Izel]]. E miz C'hwevrer 2010 e lavaras Wulff el ''[[Landtag]]'' nen doa liamm ebet gant Geerkens. Koulskoude en doa bet ar c'houblad gwir da gaout un amprest a 500 000 [[euro]] a-berzh Edith Geerkens, ha hi gwreg Egon. Nepell goude en doa Wulff lakaet Wulff an amprest prevez-se da vezañ un amprest bank boutin<ref>« [http://www.lemonde.fr/europe/article/2011/12/13/une-affaire-de-pret-prive-destabilise-le-president-allemand_1617851_3214.html Une affaire de prêt privé déstabilise le président allemand] », Le Monde, 13 a viz Kerzu 2011</ref>. E penn-kentañ [[2012]] e voe kaoz eus an afer en-dro. Gant kazetennerien ''[[Bild]]'' e voe embannet e oa aet Wulff e darempred gant Friede Springer, (kenlodegez pennañ ''[[Axel Springer Verlag]]'') hag ivez gant prezidant kuzul-ren an embregerezh hag ar pennskrivagner evit ma chomfent hep embann titouroù nevez war an afer. Hervez tud ''[[Die Welt]]'', perc'hennet gant Springer ivez, en dije goulennet gant unan eus kazetennerien Die Welt dont d'un emgav e [[kastell Bellevue (Berlin)|kastell Bellevue]]<ref>« [http://www.leparisien.fr/international/allemagne-rattrape-par-les-affaires-le-president-risque-son-poste-03-01-2012-1794987.php Allemagne : rattrapé par les affaires, le président risque son poste] », Le Parisien, 3 a viz Genver 2012</ref>.
 
Klemm a voe graet, ha neuze e voe boulc'het un enklask gant lez-varn [[Berlin]] <ref>« [http://lci.tf1.fr/filnews/monde/allemagne-le-president-pres-de-la-demission-6915617.html Allemagne : le président près de la démission ?] », TF1 News, 3 a viz Genver 2012</ref>. D'ar 16 a viz C'hwevrer 2012 e voe embannet gant lez-varn [[Hannover]] e oa bet dastumet elfennoù a-walc'h da embann e oa Wulff perzh en un afer fellerezh. Goulennet e voe neuze gant dilennidi ar ''[[Bundestag]]'' tennañ e zivec'h digant Wulff. <ref>« [http://www.lefigaro.fr/flash-actu/2012/02/16/97001-20120216FILWWW00730-l-immunite-du-president-allemand-levee.php L'immunité du président allemand levée?] », Le Figaro,16 a viz C'hwevrer 2012</ref>. En deiz war-lerc'h e roas Wulff e zilez<ref>« [http://www.lefigaro.fr/flash-actu/2012/02/17/97001-20120217FILWWW00362-christian-wulff-annonce-sa-demission.php Le président allemand Christian Wulff annonce sa démission] », Le Figaro,17 a viz C'hwevrer 2012</ref>.