Peig Sayers : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : ''''Peig Sayers'''' '''Peig Sayers''' (1873-1958) a ioa ur skrivagnerez iwerzhonat hag a ioa ganet e Dún Chaoin (Dunquin e saozneg), ur gêr vihan e kontegezh Ciarraí (e merven...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
''''Peig Sayers''''
 
'''Peig Sayers''' (1873-1958) a ioa ur skrivagnerez iwerzhonat hag a ioa ganet e Dún Chaoin (Dunquin e saozneg), ur gêr vihan e kontegezh [[Ciarraí]] (e mervent Iwerzhon). Aet e oa da chom d'an enezeier Blasket goude bezañ bet eurejet gant Pádraig Ó Gaoithín, a ioa ganet war an enezenn-se. Peig ne oueze na skrivañ na lenn anezhi. Koulskoude he deus lakaet Seosamh Ó Dálaigh (a laboure evit an Irish Folklore Commission) da skrivañ kalz eus ar c'hontadennoù a oueze. Chomet ez oa Peig Sayers war an enezenn betek ar bloaz 1953: neuze e oa aet kuit an oll dud diwarnezhi pezeogwir ez oa aet niver an dud war an digresk re. Kaset ez oa bet Peig d'un ospital e Dingle (kontegezh Ciarraí), ha mervel eno e 1958. Interet ez oa bet e bered Dún Chaoin war beg-douar Dingle.
Linenn 13:
{{cquote|Bremañ ez on ur vaouez kozh, un troad dezhi e-barzh he bez hag an hini all war ar vord anezhañ. Koulz evurus ha kalet eo bet va buhez adalek an deiz ma'z oan ganet tre betek an deiz-mañ. Ma 'm biche gouezet un hanter pe un drederenn memes eus ar pezh a ioa da zegouezhout ganen, ne viche ket bet va c'halon ken joaius pe ken kalonek hag ez oa e penn-kentañ va buhez.}}
 
An oll dud o deus studiet [[iwerzhoneg]] evit paseal al Leaving Certificate (peusheñvel eus ar vachelouriezh e Bro-Frañs) a anavez mat al leor-se. Rummadoù skolaerien a ioa ret dezho bezañ studiet anezhañ, setu bremañ e vez sellet outañountañ un tammig evel ouzh ul leor skol gant kalz a dud, ken ne vez ankounac'haet alïes ar pouez en deus e-keñver studi istor ha sevenadur Iwerzhon a-gozh.
 
[[ga:Peig Sayers]]