Peig Sayers : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
An ton klouanek a vez implijet el leor penn-da-lost a vez santet adalek ar frazennoù kentañ anezhañ:
 
*"'Bremañ ez on ur vaouez kozh, un troad dezhi e-barzh he bez hag an hini all war ar vord anezhañ. Koulz evurus ha kalet eo bet va buhez adalek an deiz ma'z oan ganet tre betek an deiz-mañ. Ma 'm biche gouezet un hanter pe un drederenn memes eus ar pezh a ioa da zegouezhout ganen, ne viche ket bet va c'halon ken joaius pe ken kalonek hag ez oa e penn-kentañ va buhez.'"
 
An oll dud o deus studiet [[iwerzhoneg]] evit paseal al Leaving Certificate (peusheñvel eus ar vachelouriezh e Bro-Frañs) a anavez mat al leor-se. Rummadoù skolaerien a ioa ret dezho bezañ studiet anezhañ, setu bremañ e vez sellet ountañ un tammig evel ouzh ul leor skol gant kalz a dud, ken ne vez ankounac'haet alïes ar pouez en deus e-keñver studi istor ha sevenadur Iwerzhon a-gozh.