Erik ar Ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Erik ar Ruz''' (e [[norseg]] ''Eiríkr Rauði'') a oa o vevañ, moarvat, etre [[950]] ha [[1003]]. Eus [[Norvegia]] e oa genidik. ''Eiríkr Þorvaldsson'' e oa e anv gwir, da lavaret eo Eiríkr mab Þorvaldr, diwar anv e dad Þorvaldr Ásvaldsson, met lesanvet e voe ''Erik ar Ruz'', abalamour d’e vlev ruz.
[[Restr:Eric the Red.png|thumb|Erik ar Ruz]]
 
War-dro [[960]] e voe harluet tad Erik eus Norvegia, "abalamour d’ur muntr", evel ma konter e ''[[Saga Erik ar Ruz]]''. Mont a reas d’ober e annez war aod [[Island]], en un drevadenn [[Vikinged|viking]]. C’hoarvezout a reas heñvel gant e vab, Erik, a rankas kuitaat Island, war-dro ar bloavezh [[982]], abalamour da veur a vuntr. Lazhet en doa, hervez ar [[Saga]], daou vab d’e amezeg. Ur wech kondaonet d’an harlu, e tivizas Erik, gant un nebeud tud ouzh e heul, mont da ouel war-zu ar c’hornôg, war glask an douar a vije bet kavet tost da gant vloaz abretoc’h gant un den anvet Gunnbjörn Úlfsson, pa oa bet kaset pell eus Island gant ar gwallamzer. Tizhout a rejont aodoù [[Greunland]] war-dro [[982]], hag eno e voe kavet ganto e oa heñvel ar vro ouzh Norvegia. Hervez Saga Erik ar Ruz e tremenjont tri bloavezh eno, oc’h ergerzhet an aodoù. Pa zistroas Erik da Island e [[985]], goude dibenn e amzer en harlu, e kontas d’an holl en doa kavet ur ''Vro C’hlas'' (alese an anv ''Grønland'', ''bro c’hlas'' er yezhoù skandinavek, en deus roet ar brezhoneg ''Greunland'').