Kaozeal:Peig Sayers : diforc'h etre ar stummoù

Evezhiadenn diwezhañ: 17 vloaz zo gant Lughaidh
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhpenn brezhoneg peurunvanet a zo war ar bed-ma' !
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 19 Gen 2007 da 01:25

Salud deoc'h.

Ar "vioù-koukoug" hag ar fazioù skritur 'peus gwelet e-barzh ma fennad ned oant ket na vioù-koukoug na fazioù: skrivet 'moa evel-se a-ratozh-kaer. Ma ned oc'h ket evit gouzañv an disterañ tra ha n'ema ket 'barzh yezhadur bihan Roparz Hemon, emaoun o vont da lavaret kenavo deoc'h ha da vont pelloc'h. 'Dalvez ket ar boan da goll ma amzer o skrivañ pennadoù amañ ma vezont distummet gant tud all war-lerc'h. Kit er-maez eus ho ti, ha gwelit penaos ez eus brezhonegoù all, ouzhpenn hini levrioù Hemon. Ha ma n'anavezit ket ar furmoù rannyezhel 'meus graet ganto, kit da ziskiñ brezhoneg, mes arabat eo deoc'h difaziañ traoù hag a zo reizh... C'hwi a ra war-dro ar brezhoneg tre evel ma ra integristed ar galleg war-dro o yezh-int. Ret e viche deoc'h gouzout petra 'falvez deoc'h: bezañ Bretouned peotramant bezañ Gallaoued o klask brezhonegañ. 'Keñver mennozhioù ne welan ket diforc'h ebet etrezoc'h.

'Barzh va fennad, mar plij, lakait an traoù en-dro 'vel ma'z oant, ma ne rit ket e tilezin ar wikipedia-mañ ha me 'skrivo war ar wikioù all zo e yezhoù all: e lec'h all ned eo ket an dud 'veldoc'h, leuskel a reont an dud da skrivañ evel ma karont. War ar wikioù all eo demokrat an dud, war a seblant, mes amañ ned oun ket sur, na n'oun ket!

Gle 'viche deoc'h kaout un tammig resped ouzh ar minoriteoù en ho pro hec'h-unan. Brav eo difenn ar pobloù "bihan" hag ar yezhoù ned int ket ofisiel, mes ma ned oc'h ket evit gouzañv rannyezhoù bihan ho pro, ne gomprenan ket re penaos e tro an traoù 'barzh ho pennoù. Ken ar c'henta', matreze. Lughaidh 19 Gen 2007 da 01:25 (UTC)Respont

Distreiñ d'ar bajenn "Peig Sayers".