Diforc'hioù etre adstummoù "William Morgan (eskob)"

D
D (r2.7.1) (Robot kemmet: cy:William Morgan (esgob))
 
==E vuhez==
Ganet e voe William Morgan e [[Tŷ Mawr Wybrnant]], e-kichen [[Penmachno]], en ur familh labourerien-douar. Evel bugale all ar c'hornad e c'hallas tapout deskadurezh, a-drugarez perc'henn an douar labouret ganto, [[Morys Wyn]]. Mont a reas William da skolaj Sant Yann e [[Cambridge]] goude. Tri bloavezh a dremenas William Morgan er skol-veur, o teskiñ [[latin]], [[gregach]], [[hebraeg]], [[aramaeg]], [[galleg]] hag [[alamaneg]].
 
Anvet e voe da gure e [[Llanbadarn Fawr]] e [[1572]], e [[Trallwng]] e [[1575]] ha e [[Llanrhaeadr-ym-Mochnant]] ha [[Llanarmon Mynydd Mawr]] e [[1578]]. Er bloavezh-se ivez e voe anvet da brezeger ar skol-veur e Cambridge. D'ar mare ma oa o vevañ e Llanrhaeadr-ym-Mochnant e timezas d'e wreg Catherine hag eno ivez e reas kalz eus e labour treiñ, betek e anvidigezh da eskob [[Llandaf]] e [[1595]]. E [[1601]] e teuas da vout eskob [[Llanelwy]] hag eno e varvas e [[1604]].
62 567

modifications