Kaozeal:Peig Sayers : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
/* Dañsomp tango an uvelegezh
Linenn 45:
:Me zo kountant e viche cheñchet traoù 'barzh va fennadoù, gant ma vezo ezomm eus ar cheñchamañchoù-se. Diverkañ "ountañ" evit lakaat "outañ" en e lec'h ne servij ket da nentra ebet, nemet da ziskouez din ned oc'h ket gwall-zigor a spered. Ha pa viche skrivet ar ger "anezhe" 'barzh ul leor, e kemerit ho stilo ruz ha lakaat ur groaz warnezhañ ha skrivañ "anezho" en e lec'h ? Me 'garche gwelet ho levraoueg vrezhonek!
::Evit gwelout levraoueg unan bennak eo ret bezañ pedet gantañ. Peurvuiañ ne beder ket an dud en em gav un tamm re.
::Skrivañ a ran "anezhe", degemeret er yezh. "Viche" n'eo ket.
:::Piv a lavar petra zo reizh skriva ha petra ned eo ket?

::Evel-se emañ er Vreizhig nemeti zo war un douar-mañ. Gra unan all bravoc'h deomp mar kerez.
:::Te 'gav dit n'eus ken ar peurunvan e Breizh-Izel? Dam, ahe meus truez ouzhit. Spi am beus e weloc'h ar pezh a c'hoarvez tro-dro deoc'h un deiz bennak.
 
Mar fell dit sevel da wiki ez rannyezh-te, marteze, piv 'oar, e kavi unan all, a soñjo eveldout rik. Chañs vat dit.
:Me 'anavez kalz tud hag o deus ar memes soñjoù eveldoun! Bed ez eus kalz muioc'h anezho evit tout ar re a skriv war ar wikipedia-mañ, kamalad! Ha memes kalz muioc'h evit tout ar re a gompren pezh a skrivit-c'hwi e-barzh...
::Dispar. Sur mat, gant kement-se a vignoned, emaout o vont da sevel deomp traoù meur, ken e chomimp bamet dirazo. Kas keloù deomp. Graet e vo pennadoù e-leizh dezho. Ne gomprenan ket perak ne oas ket krog dec'h, e-lec'h koll da amzer amañ ganimp.
:::Komañset em eus ober an dra-he 'raok ez oa eus ar wikipedia, kamalad... ;-) Va digarez , 'meus ket gortozet ac'hanot.
 
 
:Tout an dud zo demokrat, digor o spered hag a blij an ''diversite'' dezho. '''Bed ez eus''' kalz anezho c'hoazh.
[[Implijer:Lughaidh|Lughaidh]] 19 Gen 2007 da 16:37 (UTC)
:: Bet 'z eus kalz anezho? Ha n'eus ket ken? N'eo ket aes kompren ken.
::: "Bed ez eus" 'ni eo meus skrivet. Ret e viche dit cheñch lunedoù. "Bed ez eus" eo ar pezh a vez leveret e Kastell-Paol 'vit lavaret "bez' ez eus" ar brezhoneg "standard".
 
:: Evit ar re a gar an "diversite", 11 000 pennad er wikipedia, n'eo ket re fall holl. Ne gav ket dit?
::: Ned eo ket eus an diversite-se ez oan o kaozeal, 'peus ket komprenet pezh a falveze din lavaret, peotramant 'peus ket klasket kompren.
 
:: Ha bremaik, 12 000. Ha pet ganit?
 
::: Na vezit ket chalet gant an dra-he, paotred, me zo 'kas labourioù all da benn, a-benn nebeut e vizint embannet. Ha pet leor pe pennadoù skiantel 'peus-c'hwi skrivet? Wikipedia zo un dra bennak plijus, mes n'eus forzh piv a c'hell skrivañ n'eus forzh petra ha n'eus forzh penaos ennañ, setu ned on ket gwall-fromet gant ho pennadoù. A-benn e vezo bet embannet va labourioù, e teuin en-dro amañ da gas keloù deoc'h.
 
:: Marteze e laoski ar re o deus c'hoant da labourat e peoc'h un tamm bremañ? Bennozh Doue dit: ur pennad diwar-benn [[Lusifer]] a rin fenoz en ur soñjal ennout. A galon. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 19 Gen 2007 da 17:59 (UTC)
 
::: Bennozh Doue dit-te ivez!
[[Implijer:Lughaidh|Lughaidh]] 20 Gen 2007 da 10:30 (UTC)
 
==Daou fazi==
Distreiñ d'ar bajenn "Peig Sayers".