Lucien Petit-Breton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
== E vuhez ==
 
E dad, a oa deuet da horolajer da [[Redon]], en devoa ivez un tamm douar eno. Deuet e oa c'hoant dezhañ mont da welout ar bed avat, hag e 1888 ez eas e-unan da [[Arc'hantina]]. Bloaz goude e tegouezhas e dri mab e [[Buenos Aires]] ivez : Anselme, Paul, ha Lucien ar yaouankañ. Ret dezho labourat o-zri, ha sede Lucien o tiwall toull-dor ar "jockey-club".
D'e 16 vloaz e tichañsas dezhañ gounit ur marc'h-houarn en ul lotiri. Nepell diouzh an ti e oa marc'hhouarnva Palermo. Ha tri bloaz goude, d'e 19 vloaz, e oa Lucien Mazan anv kampion Arc'hantina.
An tad avat ne oa ket troet gant seurt c'hoarioù, sede dibabet ul lesanv gant Lucien. Peogwir e veze graet ''El Breton'' anezhañ e tibabas bezañ Lucien Breton, ha ne oa ket kreñvoc'h egetañ war gelc'h ar marc'houarnvaoù en Arc'hantina : trec'h e veze betek war an Europeiz a deue da redek betek Buenos Aires.
 
 
Linenn 22:
Redek a reas betek 1914, ma reas e Dro Bro-C'hall diwezhañ, ret dezhañ dilezel goude nav zennad er bloavezh-se.
 
Mervel a eure war an talbenn e [[1917]] en ur gwallzarvoud.
 
==Rederien arall en tiegezh==