Lucien Petit-Breton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
 
E 1902 e teuas ur Gall, Contenet e anv, d'e gaout da aliañ anezhañ da vont da redek da [[Vro-C'hall]], rak eno, emezañ, e veze gounezet muioc'h. Ret dezhañ espern ar veaj da gentañ.
Pa erruas en Europa e voe ret dezhañ deskiñ galleg en-dro. Peogwir e oa ur reder all anvet '''Breton''' e kemeras an anv '''Petit-Breton'''.
 
Evel en Arc'hantina e krogas da redek e marc'houarnvaoù. E Paris e redas, hag e [[Chicago]] hag [[Evrog Nevez]] ivez e redadegoù "c'hwec'h devezh". Gwech ebet ne c'hounezas, rak er redadegoù-se a veze redet dre skipailhoù, e veze emglev etre ar rederien ha gwerzhet an trec'h etreze, en desped dezhañ a-hervez. Nag evit-se ! Gounit brud a reas bepred ma ne c'hounezas ket arc'hant e-leizh, ha plijout kenañ a rae d'an dimezelled a zerede d'e welout.