Rollon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sh:Rollo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Image:Rollo statue in falaise.JPG|thumb|right|270px|Delwenn Rollon e [[Falaise]].]]
 
'''Rollon''' (war-dro 860 – marvet etre 927 ha 933), pe ''Rollo'' hervez e anv latin (ha saoznek), pe [[Roperzh]] hervez e [[anv-badez|anv]] pa voe [[badeziant|badezet]], a oa ur [[Viking]] a voe roet dezhañ [[Normandi]] gant ar roue gall hag a vez lavaret anezhañ e oa kentañ [[duged Normandi|dug]] Normandi, adalek 911 betek 927. E 911 e voe roet dezhañ , gant ar roue gall [[Charlez III (roue ar Franked)]] un tamm douar e-kichen Rouen. 100 vloaz diwezhatoc'h e vo hennezh a vo anvet [[dugelezh Normandi]]. Un toullad mat a vojennoù a zo en-dro d'e anv, ha diaes eo kavout gwirionez an istor en o mesk.
 
==E anv==
Krediñ a reer eo un anv frank-latin, deuet eus an anv [[norsek]] kozh [[Hrolf|Hrólfr]] , diwar skouer latinekadur [[Hrólfr Kraki]] e ''Roluo'' e-barzh ar ''[[Gesta Danorum]]'', troet hiziv da [[Rolf]]. Diwar an anv-se e teu ivez an anv gallek [[Raoul]].
 
 
== Istor==
Ur [[Viking]] e oa Rollo, met tabut zo diwar-benn e orin . En oberenn [[Dudo of St. Quentin]] [http://la.wikisource.org/wiki/De_moribus_et_actis_primorum_Normannorum_ducum ''De moribus et actis primorum Normannorum ducum''] ez eus kaoz eus un den galloudus e Danmark ha bec'h etrezañ ha roue ar vro. Mervel a eure ar roue ha menel a reas e zaou vab Gurim ha Rollo, ha sede ma ma voe kaset Rollo kuit eus ar vro ha lazhet Gurim . [[Gwilherm Jumièges]] ivez a ra anv eus yaouankiz Rollo en e levr ''[[Gesta Normannorum Ducum]]'' ha lavarout a ra e oa eus kêr [[Fakse]] e Danmark. [[Wace]], a skrivas e ''[[Roman de Rou]]'' 300 vloaz diwezhatoc'h , a ra anv eus an daou vreur (anvet ''Rou'' ha ''Garin'' gantañ), evel an [[Orkneyinga Saga]].
<!--
{{wikisourcelang|la|De moribus et actis primorum Normannorum ducum|De moribus et actis primorum Normannorum ducum}}
Linenn 67:
-->
== Lennegezh ==
Ur pezh-c'hoari, [[Rollo Duke of Normandy]] zo bet skrivet e saozneg , er {{XVIIvet kantved}} gant [[John Fletcher]], [[Philip Massinger]], [[Ben Jonson]], ha [[George Chapman]].
 
==Liammoù diavaez==