Azorez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Azores CIA.jpg|thumbnail|right|300px|kartenn eus an enezeg]][[Skeudenn:Flag of the Azores.svg|thumb|right|Banniel an Azorez]]
An inizi '''Azorez''' (e [[portugaleg]] ''Os Açores'' distaget [ɐˈsoɾɨʃ] pe [ɐˈsoɾʃ]) zo un [[enezeg]] [[Portugal|portugalat]] e-kreiz ar [[Meurvor Atlantel]], war-hed 1 500 km diouzh [[Lisbon]] ha 3 900 km diouzh [[Norzhamerika]]. Strewet eo an inizi (9 enezenn vras hag 8 enezenn vihanoc’h, ar [[Formigas]]) war-hed 600 km. En-dro d’an enezeg ez eus un dachennad vor ec’hon zo da Bortugal (1,1 milion km²). [[Menez-tan|Menezioù-tan]] eo o deus krouet an inizi : an hini zo war [[enez Pico]] a dap 2.351 m uhelder ha gant se ez eo menez uhelañ Portugal. E gwirionez e c’haller lavarout ez eo an inizi Azorez menezioù uhel, eus ar re uhelañ zo war hor [[douar|planedenn]], pa vezont muzuliet adal strad ar mor betek o c’hribennoù.
Mont a reont d’ober, abaoe 1976, '''Rannvro Emren an Azorez''', unan eus an div rannvro emren zo e Portugal (gant [[Madeira]]). 241 763 a annezidi a oa en enezeg e [[2001]]. [[Ponta Delgada]] eo kêr-benn ar rannvro.
 
 
[[Skeudenn:Azores CIA.jpg|thumbnail|right|300px|kartenn eus an enezeg]]
Sed amañ anvioù an inizi :
* inizi ar reter : enez [[Enez São Miguel]], [[Enez Santa Maria]] hag an inizi [[Formigas]]
* an inizi kreiz : [[enez Terceira]], [[enez Graciosa]], [[enez São Jorge]], [[enez Pico]] hag [[enez Faial]]
* inizi ar c’hornôg : [[enez Flores (Azorez)|enez Flores]] hag [[enez Corvo]]