Giuseppe Arcimboldo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 3:
'''Giuseppe Arcimboldo''' (pe ''Arcimboldi'' pe ''Arcimboldus'') zo ul [[livouriezh|livour]] [[italian]] , ganet e [[1527]] e [[Milano]] ha marvet eno e [[1593]]. Brudet eo e daolennoù gant frouezh pe legumaj aozet da stummañ poltredoù.
 
== E vu hezvuhez ==
En un tiegezh livourien e oa ganet e 1527 e Milano. Pa oa 22 vloaz e laboure gant e dad war-dro iliz-veur Milano. Ober a reas tresadennoù war gartoñs evit ar gwer-liv. Goulennet e voe outañ, gant [[Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel|Ferdinant Bohemia]], ober pemp [[skoed-ardamez]] evit an iliz-veur. Un tamm brud a dapas gant se.
Galvet e voe da vont da [[Praha|Braha]] en 1562 da labourat evit Ferdinant ha poltrediñ e diegezh. Meur a livadur klasel zo bet lakaet war gont Arcimboldo, hag ar brudetañ eo ''Poltred Massimilian II Habsbourg hag e diegezh'', livet war-dro 1563, met n'eus netra sur. Gant an tiegezh e chomo betek 1587.