Denez Prigent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 66:
</blockquote>
 
N'eo ket an holl o doa karet ar bladenn gentañ a-du gant ar sonioù elektronek en eil bladenn, met hervez Denez Prigent eo an dalc'h chom fidel d'an tu diventad ar c'han breizhadbreizhat<ref name=ethnotempos />. En ur ganañ ur gwerz e rank ar c'haner dreist-holl treuzkas puilhentez ar c'han, hag evit-se chom hep heuliañ ur mentad, met er c'hontrol, paouez p'eo poent ober. Hervez Denez Prigent ez a ur gwerz mentadet d'ur « ganaouenn », met naturel eo ur sonerezh elektronek gant ur gwerz kanet evel ma rank bezañ kanet.
Pouezus eo dezhañ ivez distagadur hengounel ar brezhoneg, gant an [[dibril]]<ref name=charrues />, un r ruliet ne vez implijet nemet e brezhoneg kanet.
Pouezus eo ivez dezhañ chom fidel da reolennoù hengounel ar gwerz, gant komzoù hir-tre alies ha ne vez enrollet nemet un tamm anezho, ha d'e demoù diamzer. Abalamour da se n'e c'hell ket mont ar gwerz, kanet abaoe ar Vvet kanvet, e-maez a c'hiz.