Diforc'hioù etre adstummoù "Skol Walarn"

Kemm ebet er vent ,  7 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
'''Skol Walarn''' a vez graet eus an [[luskad lennegel|emsav lennegel]] bet krouet ha lusket gant [[Roparz Hemon]] etre an daou vrezel. Dont a ra anv al luskad eus hini ar gelaouenn lennegel [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] savet gant Hemon e [[19221925]]. Meur a skrivagner brezhonek brudet zo stag ouzh al luskad-se. Tu zo da venegiñ [[Youenn Drezen]], [[Jakez Riou]], [[Abeozen]], [[Xavier Langleiz]] ha Roparz Hemon e-unan. Ijinet eo bet an droienn Skol Walarn gant [[Youenn Olier]]
 
Pal ar "walarnerien", evel m'eo bet graet eus outo, a oa modernaat ar brezhoneg en ur glask sevel [[oberenn]]où a c'hellfe bezañ war ar memes live ha reoù savet e yezhoù all. Evit reiñ patromoù d'ar skrivagnerien all, troet o deus forzhig oberennoù eus ar [[saozneg]], ar [[spagnoleg]], ar [[rusianeg]], ar [[gresianeg]] kozh hag all.
1 776

modifications